Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
Introduction

foll, mæs disonest, non pas hepmuiquen sansuel mæs charnel ; ha gant ar re-mâ e vez da nebeuta oll presset ha blecet bras ar chastete. Me lavar da nebeura oll, rac dont a ra da vervel ha da berissa toutafæt pa zeu ar sotoniou hac ar passionou disonest-se da rei d’ar c’hic an effet diveza eus ar bligeadurez impur : neuse so-quen e teu ar chastete da berissa en ur fæçon indinoc’h, mechantoc’h ha maleürussoc’h eguet pa en em goll dre ar fornication, ha memes dre an aoultriez hac an incest ; rac ar speçou diveza-mâ eus a vileni ne dint nemet pec’hejou, mæs ar re-all, evel a lavar Tertulien, a so monstrou eus a vechancete hac a bec’het. Hoguen Cassian ne gred quet, na me quennebeut, en divise Sant Basil egard ouz an hevelep direglamant pa lavare ne doa quet guerc’h ; rac me a sonch din penaus ne lavare an dra-se nemet abalamour d’ar songesonou impur ha lubric pere, peguement bennâc n’o divise quet souillet e gorf, o devoa cousgoude souillet e galon ; hac an eneou generus a so jalous meurbet eus ar chastete ar galon.

Na hentit na cals na nebeut an dud impudic, ispicial mar dint c’hoaz impudant, evel ma zint casi ato. Rac evel ma teu ar bouc’het da ober d’ar guez-amandes dous dont da veza c’huero o touich outo gant o zeaud, evelse ivez an eneou flerius hac ar