Quenta quevren - An eil Chabistr varnuguent
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 71-75)
Ul-vui ma teu an deiz da sclerrât, sul-sclerroc’h e velomp er mellezour an andrejou tachet ha souillet eus hor bisaich. Evelse ive sul-vui ma teu ar sclerigen
interieur eus ar Speret-Santel da sclerrât hor c’houstianç, sul-distinctoc’h ha sul-sclerroc’h e velomp ar pec’hejou, an inclinationou hac an imperfectionou pere a ell hon ampeich da dizout ar guir devotion : hac ar memes sclerigen pehini a ra deomp guelet an imperfectionou hac an defautou-se, a zeu d’hon toma ha d’hon excita d’an desir d’en em netaat ha d’en em burifia.
Rac-se’ta, va Philotee, ouspen ar pec’hejou marvel hac an affection d’ar pec’hejou marvel pe diouz re e veac’h en em burifiet dre an exerciçou a so merquet amâ diaraoc, ec’hanavezzot penaus hoc’h eus choaz en hoc’h ene cals a inclinationou hac a affectionou d’ar pechejou veniel. Ne lavaràn quet ec’hanavezzot pechejou veniel, mæs lavaret a ràn ec’hahavezzot hac e tisoloot an affectionou hac an inclinationou dezo. Diffaranç bras a so etre an eil hac eguile, rac ne ellomp jamæs beza pur antieramant diouz ar pec’hejou veniel, da viana evit choum pell er burete-se ; mss beza ec’hellomp ervat beza pur diouz peb affection d’ar pec’hejou veniel. Certenamant cals a so a ziffaranç etre lavaret gueier ur veich pe ziou evit farçal, evit nebeut a dra, hac etre en em blijout o lavaret gueier ha caout affection d’ar pec’het-se.
Hac e lavaràn bremâ penaus e rencomp purgi hon ene diouz an oll affedionou e deffe d’ar pec’hejou veniel, da lavaret eo penaus ne rencomp quet mezur volontieramant ar volontez da gontinui ha da berseveri e nep seurt pechet veniel ; rac ul lachete vras e ve deomp ive fallout gant hon anaoudeguez franc miret en hor c’houstianç un dra quen disagreabl da Zoue evel ma zeo ar volontez da fallout displijout dezâ. Ar pec’het veniel, peguer bian bennac ve, a zisplich da Zoue, peguement bennâc na zisplich quet dezàn quement, ma falfe dezàn hon daouni pe hor c’holl evit an seurt pec’het-se. Ha mar displich ar pec’het veniel da Zoue, ar volontez hac an affection pehini en deveus un den d’ar pec’het veniel ne de quen tra nemet ur resolution da fallout displijout d’e Vajefte divin. Ha possibl ve’ta e falfe da un ene disposet-mad, non pas hepquen displijout d’e Doue, mæs caout affection memes da zisplijout dezâ ?
An affectionou-se, Philotee, a so directamant control d’an devotion, evel ma zeo an affectionou d’ar pechet marvel control da garantez Doue : diminui a reont nerz ar speret, ampeich a reont ar gonsolationou divin, digueri a reont an nor d’an dentationou : ha peguement bennâc na lazont quet an ene, e rentont clân eftrainch. Ar c’helien, pa varvont en ongant precius, eme ar Fur, a zeu da goll ha da gorrompi ar c’huez-mad anezàn. Dre ar c’homsou-mâ e fell dezân lavaret penaus, pa n’en em arret nemeur ar c’helien var an ongant, ha pa na reont nemet e danvàn en ur dremen, ne gorrompont nemet ar pez a ya ganto anezàn, ar rest a chom en e antier ; hoguen pa varvomp emesq an ongant, e lammomp digantàn e bris ha ne reer istim ebet anezàn pelloc’h [1]. Dememes ar pec’hejou veniel oc’h erruout en un ene devot hep en em arreti pell enni, ne reont quet cals a zomaich dezi; hoguen mar deu ar memes pec’hejou-se da chom en ene dre an affection pehini e deveus dezo, e reont dezi hep douet ebet coll ar chuez-mad eus an ongant precius-mâ, da lavaret eo e reont dezi coll an devotion santel.
Ar c’hinit ne lazont quet ar guenan, mæs corrompi ar mel hac ambarrassi ar folennou anezàn gant o guiad a reont, en hevelep-fæçon na ell mui ar guenan ober o zieguez, ya pa chom ar c’hinit var o hent : evelse ivez ar pec’het veniel ne laz quet hon ene, mæs cousgoude e teu da gorrompi an devotion ha da ambarrassi puissançou an ene gant goual habitudou ha gant inclinationou fall, quement na ell mui exerci pront carantez Doue, rac eno eo e consist an devotion ; hoguen an dra-se a ententer pa en em arret ar pec’het veniel en hor c’houstianç dre an affection pehini a lequeomp ennàn. Nebeut a dra eo, Philotee, lavaret ur gaou dister bennâc, en em ziregli un nebeut en hor c’homsou, en hon actionou, en hor sellou, en hor guiscamanchou, e plesantereziou hac e choariou, nemet e chasseimp ar c’hinit spirituel-se quer buan ha ma vezzint antreet en hor c’houstianç, evel ma teu ar guenan da chasseal ar c’hinit corporel. Hoguen mar o lesomp d’en em arreti en hor c’halon, hac ouspen quemense mar quemeromp c’hoas plijadur oc’h o derc’hel hac oc’h o multiplia enni, e vellimp souden hor mel collet, hac ar guest eus hor choustianç ampoësonet ha ruinet. Erfin-oll e lavaràn ur veich c’hoaz, pebez apparanç a so e quemerre un ene mad plijadur o tifplijout d’e Doue hac o veza disagreabl dezàn, hac e falfe dezi caout volontez evit ar pez a oar ervat a dle e lacât d’en em facha outi ?
- ↑ Digomprenet eo bet ar frazenn orin : « mais quand elles meurent emmi l'onguent, elles luy ostent son prix et le mettent a desdain. » [Notenn gant Wikimammenn]