Quenta quevren - An trede Chabistr varnuguent

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 75-77)





AN TREDE CHABISTR
varnuguent.
Penaus eo ret en em burgi diouz an affection d’an traou inutil ha dangerus.


AR c’hoariou, an ebatou, ar festou, an ajustamanchou, an divertissamanchou consideret enno o-unan ne dint quet droug, mæs indifferant, o veza ma ellont beza exercet-mad pe goual-exercet ; an traou-se cousgoude a so dangerus bepret, ha dangerussoc’h e c’hoaz en em attachi outo. Me lavar eta, Philotee, penaus peguement bennâc ma ve permetet c’hoari, ebata, en em ajusti, mont d’an divertissamanchou, asista er festou gant peb honestis ; cousgoude caout affection hac attaich ouz quemense a so un dra control d’an devotion ha meurbet noasus ha dangerus. Ober an dra-se ne de quet droug, mæs en em attachi ouz an dra-se a so droug. Domaich eo hada en douar eus hor c’halon affectionou quer vean ha quer sot-se : an dra-se a zeu da occupi plaç an affectionou-mad, ha da viret na zeu hon ene d’en em drei ouz traou-mad ha profitabl d’hor silvidiguez.

Evelse an Nazareanet gueichall en em abstene non pas hepquen diouz quement a alfe mezvi, mæs ive diouz ar ræsin memes. Ne de quet ma teuhe ar ræsin da vezvi un den, nemet abalamour ma zoa danger o tibri ræsin, na deuzie dezo ar c’hoant da efa guin ive. Ne lavaràn quet na ellomp en em servichout eus an traou dangerus-se ; mæs lavaret a ràn cousgoude n’hellomp jamæs lacât hon affection enno hep noasout d’an devotion. Ar c’harvet, pa en em guevont re lard, a zeu d’en em ecarti ha d’en em denna en o bojennou strouez, oc’h anaout ervat int carguet gant o lard en hevelep-fæçon na demaïnt quet e stad da redec buan, ma c’hoarfe dezo beza attaquet. Calon an den oc’h en em garga ivez eus an affectionou-se pere a so inutil ha dangerus, ne ell quet e guiryonez redec prontamant ha facilamant varzu e Doue, rac er poent-se eo e consist ar guir devotion. Evit guelet ar vugaligou oc’h en em affectioni hac oc’h en em doma varlerc’h balavennnet, den ne guef estrainch quemense, abalamour ma zint bugale ; mæs ha ne de quet un dra ridicul, p’evit lavaret guell, un dra deplorabl guelet tud great oc’h en em bressi hac oc’h en em affectioni varlerc’h bagatelezou quen indin evel ma zeo an traou am eus hanvet bremâ-souden, pere, ouspen ma zint inutil, hon laca e danger d’en em diregli ha da gundui ur vuez disordren oc’h o fourchu ? Ha rac-se, Philotee, e lavaràn deoc’h penaus e renquit en em burgi diouz an affectionou hac an attachou fall-se ; ha peguement bennâc na ve quet ato control d’an devotion ober an seurt exerciçou-se, cousgoude en em affectioni hac en em attachi outo a so bepret domachus dezi.