Quenta quevren - Ar c’henta Chabistr varnuguent
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 70-71)
Veza great ar brotestation-mâ, bezit attantif ha digorit diouscouarn ho calon, evit clevet a speret ar c’homsou eus hoc’h absolven pere a brononço e-unan Salver hoc’h ene asezet var an Tron eus e drugarez ebarz en Eê dirac an oll Elez hac an oll Sent, er memes amser ma teu ar Belec en e Hano d’hoc’h absolv amâ var an douar, en hevelep-fæçon ma teu an oll assamble-se eus ar re-eürus d’en em rejouissa o velet ar c’hraç-se deoc’h, ha da gana ar C’hantic Spirituel eus a ur joa pehini ne deveus quet e phar ; hac e roïnt oll ar poc a beoc’h hac a union d’ho calon goude beza lequeat e graç Doue.
Ah Doue, Philotee, peguen admirabl eo ar c’hontrat-se pe dre hini e rit un accord eürus ouz e Vajeste divin, pa zeut oc’h en em rei evel-se da Zoue, d’e c’hounit ha d’en em c’hounit hoc’h-unan ivez evit ar vuez eternel ! Ne rest mui deoc’h nemet sina a galon vad an act eus ar brotestation peini hoc’h eus great, ha tostaat goudese ouz an Auter da gommunia, eleach ma tui Doue ivez eus e goftez da sina ha da siella an absolven hoc’h eus recevet, hac ar bromessa pehini a ra deoc’h eus e Varados, oc’h en em lacat e-unan dre ar Sacramant evel ur c’hachet hac ur siel sacr var ho calon pehini a vezo ne-vezet-oll.
Er fæçon-se, a sonch din, Philotee, e vezo purget hoc’h ene diouz pec’het ha diouz an oll affectionou eus ar pec’het. Mæs evel ma teu an affectionou fall-se da sevel adarre facilamant en ene, abalamour d’hon infirmite ha d’hor c’honcupissanç, pehini a ell beza mortifiet hoguen non pas lazet na distruget endra vevomp amâ var an douar, me a roï deoc’h avisou, pere o veza pratiquet-mad, ho preservo hiviziquen diouz ar pec’het marvel ha diouz an oll affectionou anezàn, evit na allo jamæs caout plaç ebet en ho calon. Hac ec’his ma servich c’hoaz ar memes avisou evit en em burifia en ur fæçon parfetoc’h, e fell din, abarz o rei deoc’h, lavaret deoc’h un dra bennac var ar burete vrassoc’h ha parfetoc’h-se pe da hini e tefiràn ho cundui.