Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/87

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
d’ar Vuez Devot.

e choariou, nemet e chasseimp ar c’hinit spirituel-se quer buan ha ma vezzint antreet en hor c’houstianç, evel ma teu ar guenan da chasseal ar c’hinit corporel. Hoguen mar o lesomp d’en em arreti en hor c’halon, hac ouspen quemense mar quemeromp c’hoas plijadur oc’h o derc’hel hac oc’h o multiplia enni, e vellimp souden hor mel collet, hac ar guest eus hor choustianç ampoësonet ha ruinet. Erfin-oll e lavaràn ur veich c’hoaz, pebez apparanç a so e quemerre un ene mad plijadur o tifplijout d’e Doue hac o veza disagreabl dezàn, hac e falfe dezi caout volontez evit ar pez a oar ervat a dle e lacât d’en em facha outi ?




AN TREDE CHABISTR
varnuguent.
Penaus eo ret en em burgi diouz an affection d’an traou inutil ha dangerus.


AR c’hoariou, an ebatou, ar festou, an ajustamanchou, an divertissamanchou consideret enno o-unan ne dint quet droug, mæs indifferant, o veza ma ellont beza exercet-mad pe goual-exercet ; an traou-se cousgoude a so dangerus bepret, ha dangerussoc’h e c’hoaz en em attachi outo. Me lavar eta, Philotee, penaus peguement bennâc ma ve permetet c’hoari, ebata, en em ajusti,