Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/88

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
Introduction.

mont d’an divertissamanchou, asista er festou gant peb honestis ; cousgoude caout affection hac attaich ouz quemense a so un dra control d’an devotion ha meurbet noasus ha dangerus. Ober an dra-se ne de quet droug, mæs en em attachi ouz an dra-se a so droug. Domaich eo hada en douar eus hor c’halon affectionou quer vean ha quer sot-se : an dra-se a zeu da occupi plaç an affectionou-mad, ha da viret na zeu hon ene d’en em drei ouz traou-mad ha profitabl d’hor silvidiguez.

Evelse an Nazareanet gueichall en em abstene non pas hepquen diouz quement a alfe mezvi, mæs ive diouz ar ræsin memes. Ne de quet ma teuhe ar ræsin da vezvi un den, nemet abalamour ma zoa danger o tibri ræsin, na deuzie dezo ar c’hoant da efa guin ive. Ne lavaràn quet na ellomp en em servichout eus an traou dangerus-se ; mæs lavaret a ràn cousgoude n’hellomp jamæs lacât hon affection enno hep noasout d’an devotion. Ar c’harvet, pa en em guevont re lard, a zeu d’en em ecarti ha d’en em denna en o bojennou strouez, oc’h anaout ervat int carguet gant o lard en hevelep-fæçon na demaïnt quet e stad da redec buan, ma c’hoarfe dezo beza attaquet. Calon an den oc’h en em garga ivez eus an affectionou-se pere a so inutil ha dangerus, ne ell quet e guiryonez redec prontamant ha facilamant varzu e Doue, rac er poent-se eo e consist ar guir devotion.