Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
d’ar Vuez Devot.

Evit guelet ar vugaligou oc’h en em affectioni hac oc’h en em doma varlerc’h balavennnet, den ne guef estrainch quemense, abalamour ma zint bugale ; mæs ha ne de quet un dra ridicul, p’evit lavaret guell, un dra deplorabl guelet tud great oc’h en em bressi hac oc’h en em affectioni varlerc’h bagatelezou quen indin evel ma zeo an traou am eus hanvet bremâ-souden, pere, ouspen ma zint inutil, hon laca e danger d’en em diregli ha da gundui ur vuez disordren oc’h o fourchu ? Ha rac-se, Philotee, e lavaràn deoc’h penaus e renquit en em burgi diouz an affectionou hac an attachou fall-se ; ha peguement bennâc na ve quet ato control d’an devotion ober an seurt exerciçou-se, cousgoude en em affectioni hac en em attachi outo a so bepret domachus dezi.




AR PEVARE CHABISTR
varnuguent.
Penaus e ranquer en em burgi diouz ar goual inclinationou.


BEza hon eus c’hoaz, Philotee, certen inclinationou natural pere, o veza ne dint quet sortiet eus hor pec’hejou hon-unan, ne dint quet propramant pec’hejou na marvel na veniel, mæs a so galvet imperfectionou, hac an acou anezo a so galvet defautou ha