Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
Introduction.

mancamanchou. Dre exempl, Santes Paula, hervez ma rapport Sant Jerom, e devoa un inclination vras d’an dristidiguez ha d’ar regret, en hevelep-fæçon ma veze ato e danger da vervel gant displijadur dre ma varve he bugale hac he fried diganti : an dra-se a yoa un imperfection ha non pas ur pechet, pa zoa a enep he meno hac he volontez. Beza ez eus meur a hini hac a so naturalamant scanv hac hedro, re-all o deveus un natural rust ha violant, re-all a so calet da receo avisou o hentez, darn a so inclinet d’ar fuperbite pe d’ar goler, darn-all d’ar garantez sansuel ; hac erfin ne gafer nemeur a dud na aller remercout enno un seurt bennâc a imperfectionou erc’hissè. Mæs peguement bennâc ma vent evel propr ha natural da bep-unan, cousgoude dre ar sourci a guemer un den da ober ar c’hontrol d’an imperfectionou-se, ec’hell o moderi hac o c’hourrija hac ec’hell so-quen en em zilivra hac en em burgi diouto : ha me a lavar deoc’h, Philotee, penaus eo ret memes e ober. Cafet ez eus moyen da geinch ar guez amandes chuero e guez amandes douç oc’h o zoulla hepquen en o grizien evit ober d’ar suco pe d’ar sustanç sortial anez Perac ne illimp-ni quet ivez ober d’hon humoriou ha d’hon inclinationou-fall sortial ac’hanomp evit dont da veza guell ? Ne deus natural, peguer mad bennâc ve, na ell beza rentet