Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - An decvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 448-450)





AN DECVET CHABISTR.
Ar guenta consideration : peguen dîn ha peguen excellant e hon ene.


COnsiderit peguen nobl ha peguen excellant e hoc’h ene pehini e deveus un entendamant, hac a ene non pas hepquen ar bed-mâ pehini a ellomp da velet, mæs a ene c’hoaz penaus ez eus Elez hac ur Barados, a ene penaus ez eus un Doue meurbet souveren ha mad, hac oll-c’halloudus, a ene penaus ez eus un eternite, hac a ene ouzpen petra so propr ha convenabl evit beva ervat er bed-mâ evit erruout e compagnunez an Elez er Barados, hac evit jouissa eternelamant eus a Zoue.

Hoc’h ene e deveus ouzpen ur volontez toutafæt nobl, pehini a ell caret Doue ha ne ell quet e gassaat ennâ e-unan. Sellit peguer generus ha peguen dîn e ho calon ; hac ec’his na ell ar guenan en em arreti var netra gorrompet, nemet var ar fleurachou, evelse ivez ho calon ne ell beza e repos nemet e Doue hepquen, ha netra grouet ne ell e c’hontanti. Grit hardimant affliction var an amusamanchou violanta, pere a occupe muia quent ho calon, ha jugit e guirionez hac ii na doant quet leun a inquietud, a chagrin, a songesonou hac a sourciou importun ha cheinus etoues pere oa miserabl ho calon baour.

Allas pa red hor chalon varlerc’h an traou crouet, e za gant un hast bras, o sonjal e c’halle contanti e desirou ganto ; mæs evel ma int atrapet ganti e vel ervat e commanç adarre da zesirout un dra-all ha ne deus netra evit e c’hontanti : rac ne fell quet da Zoue e caffe hor c’halon andret ebet a guement ma c’halle en em reposi varnezâ, quen nebeut hac ar goulm sortiet eus a Arc’h Noë, evit ma tistroi da gaout e Doue peveus a hini e sortiet. O pebez quenet a natur a so en hor c’halon-ni ! ha p’evit tra eta e dalc’him-ni a enep e meno da servicha d’an traou crouet ?

O va ene caer, a dleit-hu da lavaret, te a ell entent Doue, e garet hac e zesirout ; pe a dra en em amusi-de gant disteroc’h tra ? te a ell esperout an etemite eürus, pe a dra en em amusi-de gant ur moment ? unan eus an displijadurezou en deoue ar map prodig oa guelet penaus, hac èn o c’hallout quent beva dilicat ouz taol e dat, ne zebre nemet ouz laouer ar moc’h. O va ene, capabl out da jouissa eus a Zoue ; maleur dit mar en em gontantez gant bianoc’h eguet Doue. Gortoit cals oc’h ene var ar gonsideration-mâ, ha represantit dezi penaus ez eo eternel ha din eus an eternite, ha sivit e c’halon hac e couraich evit ar sujet-se.