Mont d’an endalc’had

Trede quevren - Ar pempet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 175-183)





AR PEMPET CHABISTR.
Evit an humilite interieur.


HOguen desir hoc’h eus, Philotee, ho cunduen larcoc’h en humilite, rac evit ober ec’his am eus lavaret diaraoc an drase a so quent furnez eguet humilite ; bremâ’ta e tremenàn larcoc’h. Cals ne fell quet dezo na ne gredont quet sonjal er graçou particulier en deveus great Doue dezo gant aon na guemerrent vane[1] c’hloar ha complæsanç ; hoguen certenamant en em drompla a reont en drase : rac evel a lavar an Doctor ange-lic pa zeo ar guir moyen da erruout e carantez Doue, eo consideri ar pez en deveus great evidomp, sulvui ma considerimp ha ma c’hanavezzimp e vad oberou, sulvui er c’harrimp ; hac evel ma vezomp touchet mui dre ar graçou particulier eguet dre ar graçou commun, e tleomp ivez o c’honsideri attantivoc’h a-se. Certenamant ne deus netra a guement a ell quement hon humilia dirac an drugarez a Zoue evel ma zeo an niver bras eus e c’hraçou hac eus e zonezonou, na netra a guement a ell quement hon humilia dirac e Justiç evel ma zeo an niver bras eus hor pechejou hac hon ingrateriou. Consideromp petra en deveus great evidomp, ha petra hon eus great en e enep ; hac evel ma consideromp hor pec’hejou particulier, consideromp ivez e c’hraçou particulier. Ne rencomp quet caout aon na zeue an anaoudeguez eus ar pez en deveus great evidomp da rei deomp vane [2] c’hloar, nemet e vezzimp attantif ouz ar virionez-mâ, penaus ar pez a so a vad enomp, ne de quet digueneomp eo. Ar mulet ha ne vezont-ii quet ato lonet pouer ha flerius, evito da veza samet eus a draou precius hac a c’huez mad ? Petra hon eus-ny a vad n’hon eus-èn recevet, ha mar hon eus-èn recevet, perac e fell deomp-ni en em orgouilli a guemense ? er c’hontrol pa gonsideromp ervat ar graçou hon eus recevet, e teu an drase d’hon renta humbl ; rac ar gonsideration-se hon rent anaoudec en ahdret Doue ; mæs e quen cas ma teue un dra bennâc a vanite d’hon illigat, ar remed assur ouz quemense vezo songeal en hon ingrateri, en hon imperfectionu hac en hon defautou, ha peguer miserabl oump ac’hanomp hon-unan. Mar consideromp petra hon eus great pa na dedo quet Doue gueneomp, ec’hanavezzimp ervat penaus ar pez a reomp pa vez gueneomp, ne de quet eus hor c’hostez eo ; jouissa a raimp cousgoude eus ar mad-se hac en em rejouissa ivez, abalamour ma hon eus-èn ; mæs da Zoue hepquen e rentimp ar ch’loar a guemense, abalamour ma ze digantâ eo. Er fæçon-se eo ec’havoue ar Verc’hes sacr er Magnificat penaus en deveus great Doue traou bras en he andret, mæs n’er gra nemet evit en em humilia hac evit meuli Doue. Va Ene, emezi, a rent gloar ha meuleudi d’an Autrou abalamour ma en deveus great traou bras em andret.

Aviziou e leveromp ne doump netra, ne doump nemet paourentez hac infirmite, al lousdoni eus ar bed ; mæs ne vemp quet contant da veza quemeret en hor guer, nac e ve publiet ac’hanomp ar pez a leveromp. Er c’hontrol seblant a reornp da dec’het ha da guzet evit ma teuhor var hon lerc’h ha ma vezimp clasquet ; contananç a reomp da fallout choum da ziveza ha da aseza er plaç isela ; mæs evit ma vezo grêt deomp an enor da ober deomp tremen hueloc’h ha da veza placet e renq ar re guenta eo, nep en deveus ur guir humilite ne ra quet a neuz da zisquez en deffe, na ne lavar nemeur a gomsou a humilite ; rac ne zesir quet hepquen cuzet e vertuziou-all, mæs desirout a ra c’hoaz, ha principalamant memes cuzet e humilite, ha ma ve, permetet deza lavaret gaou ha trompla pe scandalisa an nessa, e rae actionou a roguentez hac a superbite, evit rei da gridi ne ve quet humbl, ha ne ve quet anavezet evit ar pez ma zeo. Chetu amâ-ta va avis, Philotee, pe na leveromp quet a gomsou a humilite na cals na nebeut, pe mar leveromp, leveromp ii gant ur guir santimant interieur conform d’ar pez a brononçomp hervez an exterieur, na iselaomp jamæs hon daoulagat nemet oc’h iselaat hor c’halon, na zisquezomp quet a c’henou fallout beza gant ar re ziveza, nemet a galon e falfe deomp beza. Ar reglen-mâ a fell din a ve quer general, na zigassan exception ebet enni : ajouti a rân hepquen penaus ar civilite a c’houlen ma presantemp aviziou an avantaich d’ar re pere e ousomp ervat n’er c’hemerrint quet, ha ne de quet ur feintis nac un humilite faus e quemense ; rac neuse an offr hepquen eus an avantaich a so ur gommançamant a enor, ha pa na aller quet e rei dezo tout-antier, ne reer quet a zrouc evit rei dezo ar gommançamant anezàn. Ar memes tra a lavaràn eus a ur goms bennâc a enor hac a respet, pehini ric-ha-ric ne seblant quet e ve guirion, rac guirion aoualch e cousgoude, nemet en devezo nep e lavaro , ur guir intantion en e galon da enori ha da respeti an hini p’evit hini el lavar. Rac peguement bennâc ma teue ar c’homsou da sinifiout an-tuont d’ar pez a leveromp, ne reomp quet a zrouc evit o implija, pa zeo an usaich en em servichout anezo. Guir e penaus e carren c’hoaz e ve hor c’homsou ajustet diouz hor santimanchou tosta ma ve possibl, evit heul e peb tra hac e pep fæçon ar simplicite hac ar sincerite a galon. Nep a so humbl e guirionez a ve guell gantàn e ve un all a lavare anezàn penaus eo un den miserabl, un den neant hac un den ne dal netra, eguet non pas e lavaret e-unan ; da viana mar goar en lavarer anezàn, ne lavar quet ar c’hontrol, mæs consanti a ra a galon vad : rac evel ma cred ervat e-unan ez eo, en deveus joa o velet e ve ar re-all, er memes santimant gantàn. Cals a lavar penaus e lesont an Oræson Mental gant ar re barfet, hac evito-ii ne dint quet dîn d’e ober : re-all a lavar penaus ne gredont quet communia alies, abalamour n’en em gueffont quet pur aoualc’h : re-all a lavar o deveus aon na raent disenor d’an devotion, ma en em emellent, anezi, o veza quer miserabl ha quer fragil ha ma zint : hac ar re-all a revus implija o zalant e servich Doue hac e silvidiguez an nessa, abalamour, emezo, ma c’henevont o sempladurez ha ma o deveus aon d’en em orgouilli ma servichent da ober ur mad bennâc, ha na zeuent d’en em goll o-unan o clasq savetei ar re-all. Quemense oll ne deo nemet artifiç hac ur fæçon humilite non pas hepmuiquen faus, mæs ive malin, rac ma teu un den dreizi da vlam en ur fæçon subtil ha goloet an traou pere a apparchant ouz Doue, pe da viana da guzet dindan ur pretext a humilite an amour propr eus e santimant, eus e humor hac eus e ziegui.

Goulennit ouz Doue ur sin bennâc diouz an traon eus an douar, pe diouz an eac’h eus an Eê, eme ar Profet d’ar maleürus Acchab ; hac e respontas : non, ne c’houlennin quet, ha ne dentin quet Doue. O an den mechant ! ober a ra neuz da zouguen ur respet bras da Zoue, hac e teu dre un apparanç a humilite d’en em excus da obteni ar c’hraç peveus a hini e ra offr e vadelez divin dezàn. Mæs ha ne vel-èn quet ervat penaus, pa falvez da Zoue rei deomp ur faveur bennâc, ez eo un orgouil e revusi, hac ez omp obliget da receo an donæsonou a offr Doue deomp, ha penaus ez eo un humilite oboissa hac heuly tosta ma ellomp e volontez hac e zesir ? Hoguen an desir hac ar volontez a Zoue eo ma vezzimp parfet oc’h en em unissa gantàn hac oc’h e imita muia ma ze possibl deomp. An den superb, pehini en em fizy ennâ e-unan, en deveus leac’h mad da gaout aon oc’h antrepreni netra ; mæs an den humbl, sulvui ma en em ene sempl hac impuissant, sul-gourachussoc’h eo ; ha sul-disterroc’h ma en em istim, sul-hardizzoc’h e teu da veza : rac ma laca e oll fizianç e Doue pehini en em blich o tisquez e oll-c’halloudeguez en hon infirmite, hac o tisquez e drugarez en hor paourentez. Ret e deomp eta caout un hardieguea humbl ha santel da antrepreni quement a guef a propos evit hon avançamant ar re pere o deveus an direction eus hon eneou.

Sonjal e ousomp ar pez ne ousomp quet a so ur sotoni expres ; fallout ober ar gouiziec er pez a enevomp ervat ne ousomp quet a so ur vanite insupportabl. Evidon-me ne garren quet so-quen ober ar gouiziec er pez a ouffen, evel ne garren quet ivez er c’hontrol ober an ignorant quen nebeut. Pa c’houlen ar garantez, e tleomp gant simplicite ha gant douçder communica d’hon nessa non pas hepquen ar pez a so necesser dezàn evit e instrui, mæs ivez ar pez a so profitabl dezàn evit e gonsoli ; rac an humilite pehini a c’holo hac a guz ar vertuziou evit o c’honservi, a zeu cousgoude d’o zisquez pa c’hourc’hemen ar garantez, evit o renta brassoc’h ha parfetoc’h : Hac en dra-se eo hènvel an humilite ouz ur certen guezen eus an Indes pehini a serr hac a zalc’h clos e fleurachou caer epad an nos ha n’o digor nemet da sao-heaul ; en hevelep-fæçon ma lavar an habitantet eus ar vro-se penaus e cousq ar fleurachou-se en nos. Rac evelse ivez e teu an humilite da c’holo ha da guzet hon oll ver-, tuziou ha perfectionou humen, ha n’o disquez jamæs nemet evit ar garantez, pehini o veza ur vertuz non pas humen, mæs celestiel, non pas moral, mæs divin, eo ar guir heaul eus ar vertuziou pe var re e tle ato domina ; hac-evelse quement seurt humiliteou a ra prejudiç d’ar garantez, ne deus quet da zoueti na dint faus.

Ne garren nac ober ar sot, nac ober ar fur ; rac mar em ampeich an humilite da ober ar fur, ar simplicite hac ar sincerite am ampeich ive da ober ar sot : ha mar deo ar vanite control d’an humilite, an artifiç, an affeterez hac ar feintis a so control d’an douçder ha d’ar simplicite. Mar deus bet servicherien vras da Zoue pere o deveus great seblant da veza sot èvit beza dispriget hac evit en em renta displetoc’h a-se dirac ar bed, e ranquer o admira ha non pas o imita ; rac beza o deveus bet motivou ha ræsonou quer particulier ha quen extraordinal da vont bete queit-se, na dle nicun tenna cousecanç ebet ac’hano evintâ e-unan. Mar danças ha mar lammas David dirac an Arc’h a Allianç un nebeut muguet na seblante beza deread ha convenabl dezàn e ober, ne doa quet ma falvise dezàn ober ar foll, hoguē simplamant hac hep feintis e rea ar mouvamanchou hac ar fæçoniou exterieur-se conform d’ar rejouissanç extraordinal ha dreist-vusur pehini a sante en e galon. Guir eo, pa rebechas Micol e c’hreg an dra-se dezàn evel ur follenrez, ne oue quet queuz gentâ en em velet dispriget, er c’hontrol o perseveri gant simplicite ha gant sincerite da represanti e rejouissanç, e tisquezas oa joa gantâ receo un dra bennâc a vez evit e Zoue. Ha var guememâ e livirin deoc’h penaus, mar bezit dispriget ha tremenet da veza sot abalamour ma rit actionou eus a un devotion simpl ha sincer, an humilite a rai deoc’h en em rejouissa eus an disprigeanç eürus-se peveus a hini ar sujet ne d’ema quet enoc’h-hu, mæs er re pere a ra an disprigeanç hac ar goab-se ac’hanoc’h.

  1. Sic, e-lec’h vean. Ar memes furm a vez kavet choazh er bajenn war-lerc’h. [Notenn gant Wikimammenn]
  2. Gw. an notenn araok. [Notenn gant Wikimammenn]