Trede quevren - Ar pevare Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 170-175)
R Profet Elisee a lavare da un Intâves baour ; amprestit, emezàn, cals a bodou goullo, ha discarguit ebarz an eol a so manet gueneoc’h. Evit receo gras Doue en hor c’halonou e rencomp o c’haout goullo eus hor gloar hon-unan. Ur certen labouç galvet ar c’hresserelen o crial hac o sellet ouz ar sparfelet hac ouz ar scoulet, en deveus ar vertuz hac an natural d’o sponta ; ha rac-se ar c’houImet a gar al labouç-mâ dreist al laboucet all oll hac en em guef en assuranç pa vezont en e guichen : evelse ivez e teu an humilite da sponta Satan, ha da gonservi enomp ar graçou hac an donæsonou eus ar Speret santel : hac evit quemense an oll Sent ha particulieramant Roue
ar Sent hor Salver hac e Vam-santel o deveus ato enoret ha cherisset ar vertuz din-mâ muguet hini all ebet eus ar vertuziou moral.
Gloar vean e c’halver an hini pehini a guemeromp peautramant evit ar pez ne d’eus quet enomp, peautramant evit ar pez a so enomp hoguen non pas deõp ; peautramant evit ar pez a so enomp ha deomp evit guir, mæs ne verit quet en em c’hlorifiemp anezàn. An noblanç eus ar raç, ar saver eus ar Reou-vras, beza enoret gant ar-bopl, a so traou pere ne d’emaint quet enomp-ny, mæs en hon tud- pere so bet en hon raoc, peautratnant ebarz en istim a ra hon hentez ac’hanomp. Beza ez eus hac en em rent fier ha resolu pa vezont var ur marc’h mad, pa vez rubanou pe ur blumachen bennâc ouz o zoc, ha pa vezont guisquet brao : mæs piou na vel ar follentez eus an dud-se ? rac mar deus gloar en drase ar c’hloar-se a so evit ar marc’h, evit ar ruban, hac evit an habit, ha pebez sotoni eo ampresta hort istim digant ur marc’h, digant ur ruban pe un danteles, pe digant un habit ? reall en em istim evit bleo friset pe boultret, pe o caout ur visach coant, daouarn propr pe o c’hout dançal pe c’hoari, pe gana ; mæs ha ne dint y quet tud laich o fallout crisqui o reputation evit traou friol hac an seurt sotoniou-se ? reall evit un nebeut squiant a fell dezo beza enoret ha respetet gant an oll, evel pa dleffe peb-unan mont d’ar scol daveto hac o zremen da veza mistri : reall a so postur enno, abalamour ma o deveus quenet ha ma zint great mad var o meno, hac e sonch dezo e tleont beza cherisset gant ar bet-oll ; quemense tout a so meurbet vean, sot hac impertinant, hac ar c’hloar pehini a guemerer eus ar sujedou paour-se, a so galvet gloar vean, sot, ha ridicul. Anaout a reer ar guir mad evel ar guir baum ; ar baum a vez esseat hac amprouet oc’h e ziveza en dour ; rac mar da d’ar guelet, e vez istimet da veza eus ar fina hac eus ar preciussa : dememes evit anaout hac e en deveus un den ur guir furnez, ur guir squiant, ur guir gouraich, hac ur guir galite, eo ret guelet hac e a den an traou-se oll d’an humilite, d’ar vodesti ha d’ar soumission ; rac neuse e vezzint istimet guir vadou ; mæs mar choumont var c’horre da neun evel ar baum fal var c’horre an dour, e vezzint sul nebeutoc’h guir madou ha guir vertuziou sul vui ma c’haparissint ha ma en em zisquezzint a zianveas. Ar perles pere ne vezont savet nemet dre an avel ha dre an trous eus ar gurun, n’o deveus nemet ar goc’hen a berles, hac e zint goullo ha cleus heb substanç ebet, evelse ivez ar vertuziou hac ar galiteou caer pere ne dint savet nemet dre an orgouil ha dre ar vanite n’o deveus simplamant nemet an apparanç a vad o veza goullo hep substanç hac hep fermete a ziabarz.
An enor, ar renq hac an dignite a so evel lousaouen an afron pehini a zeu guell hac abondantoc’h pa vez foulet dindan an treid. Ne de mui en enor da un den mar sell ouz e guenet : ar guenet evit caout graç ; a dle beza negliget : ar squiant a zeu da zizenori un den andal ma quemer vanite ha presomtion anezi. Mar doump priminic e quenver hon renq hac hor c’halite, ouzpen ma en em exposomp da veza controliet ha sellet pizzoc’h a-se ouzomp, e lequeomp hon disprisout ; rac an enor hac ar respet pehini a vez agreabl pa vez recevet hep e glasq, a zeu da veza vil, pa vez clasquet. Pa vez ar paün oc’h ober e rod, evit en em velet er memes amser ma sao e blun caer e tisquez e andrejou vil ; mar c’huezzaomp ar boquejou a ziabell hac en ur dremen, e recevomp cals a zouçder anezo, mæs mar o c’huezzaomp a dost ha pel amser ; e teuont d’hon assoupissa ha d’hon renta clàn : dememes an enoriou a rent ur satisfaction douç d’an hini n’o chuezza nemet a bell hac en ur dremen hep en em amusi ganto, mæs d’an hini a laca e affection enno ez int noasus ha din da veza blamet bras.
Ar pourchu hac an affection evit ar vertuz a gommanç hon renta vertuzus ha din da veza meulet hac istimet, mæs ar pourchu hac an affection evit an enoriou a goumanç d’hon renta vitius ha din da veza blamet ha dispriset. Ar sperejou mad n’en em amusont quet gant ar rambreou-se a rencou nac a enoriou nac a galiteou, na da glasq beza saludet ha respetet gant peb-unan, beza o deveus sourciou-all da entenr outo, an drase ne apparchant nemet ouz ar sperejou feneant. An hini a ell caout perlesennou, n’en em ambaras quet gant bigornou, hac ar re pere o deveus desir evit ar vertuziou n’o deveus hast ebet evit an enoriou. Evit guir peb-unan a ell derc’hel e renq hep offansi an humilite, nemet er grai hep attaich hac hep disput : rac evel ar re pere a zistro eus ar perou, ouzpen an aour hac an arc’hant a dennont ac’hano, ma tigaçont ganto c’hoaz marmouset ha perroquedet, abalamour na coustont nemeur dezo ha na gargont quet ivez nemeur o listri ; dememes ar re pere a fell dezo beza vertuzus ha devot, ne lesont quet na guemeront ar renq hac an enor pehini a so dleet dezo, gant na gouste dezo an drase nemeur ar sourci hac a attantion, ha gant na ve quet carguet o speret a droublien a inquietud, a zisputou hac a gontestationou. Ne gomsan quet cousgoude eus ar re pere o deveus un dignite pe ur garg bennâc en egard d’ar public, nac eus a certen occasionou particulier, pere a den da ur gousecanç vras ; rac er pouenchou-se eo ret da bep-unan conservi e vir ganc ur brudanç hac ur furnez pehini a ve charitabl ha civil.