Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/169

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
d’ar Vuez Devot.

action-se en ur fæçon excellant gant ur ferveur hac ur charite vras.




AN EIL CHABISTR.
Continuation eus ar memes discours var ar choas eus ar vertuziou.


SAnt Augustin a lavar manific penaus ar re pere a so o commanç en devotion, a goumet certen fautou pere a so da veza blamet hervez ar rigueur eus al lesennou ar berfection, hac a so cousgoude meulabl abalamour ma zint sin-vad eus a un devotion excellant ur veich, pe da hini memes e servichont da zisposition. An amprehansion c’hros-se, pehini a angeandr scrupuliou bras en eneou ar re pere o deveus nevez quiteat an trein eus o fec’hejou, a so ur vertuz meulabl er gommançamant-mâ hacur sin certen eus ar burete a goustianç da zonet : hoguen ar memes aon-se a verite beza blamet er re pere a so avancet mad en devotion ; rac e calon ar re-se e tle ren ar garantez, pehini a chasse a nebeut-e-nebeut an amprehansion scrupulus-se.

Sant Bernard en e gommançamant a ioa leun a fermete hac a rustoni en andret ar re pere en em lequea dindan e ziredion : rac neuse souden e c’hanonce dezo penaus oa rer quitât ar c’horf ha dont gant ar speret hepquen betec ennàn. Pa gleve o c’honfession