Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/383

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
371
d’ar Vuez Devot.

glaou-all oll pere a yoa maro dija. Ar memes tra a c’hoare evit carantez Doue pe ar stad a c’hraç pehini e hor buez spirituel etouez an dentationou bras ha violant ; rac an dentation o strinca e flijadur er guevren isel, a seblant golo tout hon ene a ludu hac a zigaç carantez Doue da ur poentic bian ; rac ne apparis mui e nep leac’h nemet e creis ar galon, er gouelet-gouelet eus ar speret, ha c’hoaz e seblant ne ve quet eno, hac e vez poan oc’h e c’haout. Ema eno cousgoude e guirionez, pa ze guir penaus, peguement bennâc ma vez peb-tra e troublien en hon ene hac en hor c’horf, hon eus cousgoude ar resolution na gonsantimp quet d’ar pec’het na d’an dentation, hac e tisplich ar blijadur d’ar guevren huel achanomp, eviti da blijout d’ar guevren isel ; ha peguement bennâc ma ve ar blijadur-se tro-var-dro d’hor volontez, ne dema quet enni cousgoude : ar pez a zisquez ervat penaus ne de quet volontier ar blijadur-se, ha pa na de quet volontier, ne ell quet beza pec’het.




AR PEVARE CHABISTR.
Daou exempl caër var ar sujet diaraoc.


QUen important e deoc’h entent ervat an dra-mâ, na rin difficulte ebet d’en env arreri c’hoaz d’e explica e larcoc’h. An den yaouanc peveus a hini e coms Sant