Mont d’an endalc’had

Pempet quevren - An eizvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 446-447)





AN EIZVET CHABISTR.
Affectionou pere a dleer da ober goude an Examen.


GOude beza consideret douçamant hac a doug ho cam peb poent eus an examen, ha guelet pe e stad ema hoc’h ene e quènver peb hini, e teuot neuse d’an affectionou er fæçon-mâ.

1. Trugarecait Doue eus an nebeudic amandamant pehini ho pezo cafet en ho puez abaoue ho resolution, hac anavezit penaus eo e drugarez hepquen eo e deus great enoc’h hat evidoc’h an amandamant-se.

2. En em humiliit cals dirac Doue, o c’hanaout ervat penaus ma n’hoc’h eus quet avancet nemeur, n’e de nemet dre ho faut ; abalamour na douc’h quet bet fidel, courachus ha ferm da heul an inspirationou, ar sclerigen, hac ar mouvamanchou mad en deveus roet deoch en oræson hac en occasionou-all.

3. Protestit dezàn er meulot da jamæs eus ar graçou hac an oll madelez en deveus exercet en hoc’h andret, evit ho tenna eus ho coual inclinationou d’an nebeudic amandamant-se.

4. Goulennit pardon ountâ eus an infidelite hac an ingrateri hoc’h eus bet e quènver e chraçou hac e vadelez.

5. Offrit dezâ ho calon evit ma en em rento mæstr anezi toutafæt.

6. Supliit-èn d’ho renta fidel antieramant dezâ hivisiquen.

7. Goulennit sicour ouz ar Sent, ouz ar Verc’hes Sacr, hoc’h Eal Gardien, ho Paëron pe ho Maerones, Sant Joseph hac ouz ar re-all ma hoc’h eus devotion dezo.