Quenta quevren - An naontecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 64-66)
Hetu ase’ta, va Philotee, ar meditationou requis hervez hon intention ; pa ho pezo ii great, it hardimant gant ur speret a humilite da ober ho Confession general ; Hoguen, me ho ped, na zeut guet d’en em droubli gant amprehansion ebet. Ar Scorpion pehini en deveus hor flemet, a so binimus oc’h hor flem ; mæs pa vez great eol anezàn, eo ur remed excellant a enep e flem e-unan. Ar pec’het ne de mezus nemet pa er greomp, mæs pa vez convertisset e Confession hac e Pinigen, e teu da veza enorabl ha profital d’hor silvidigpez. At Gontrition hac ar Gonfession a so quer caër, hac a so ganto ur c’huez quer mad, ma
c’heffaçont ar vileni ha ma chasseont ar flear eus ar pec’her. Simon al Lofr a lavare oa Madalen pec’heres ; hoguen hor Salver a lavaras ne doa quet, ha ne gomse mui nemet eus ar parfumou hac eus an onganchou a c’huez-mad pere a scuillas ar Benitantes-mâ var e ben adorabl, hac ar garantez-vras pehini e devoa evintàn. Mar doump humbl erfat, Philotee, hor pec’het a zisplijo deomp infinimant, abalamour ma ze offanset Doue dreizàn ; mæs ar Gonfession eus hor pec’het a vezo douç hac agreabl deomp, abalamour ma zeo enoret Doue dreizi. Ur certen soulajamant hor bez o lavaret d’ar Medecin ar boan a vez oc’h hon tourmanti.
Pa viot erruet dirac ho Tad Spirituel, en em imaginit da veza var Menez Calvar dindan treid Jesus-Christ crucifiet, hac e c’hoad precius o tistilla a bep-tu evit ho coualc’hi diouz ho pec’hejou ; rac peguement bennac na ve quet ar Goad propr eus hor Salver, cousgoude ar merit eus e c’hoad squillet eo a zeu da arrousi en abondanç ar Benitantet etro ar Gonfessionalou. Digorit ervat eta ho caloun evit ober d’ar pec’hejou sortial anezi dre ar Gonfession ; rac dre ma sortiint emeas, ec’hantreo ar meritou precius a Bassion hor Salver enni, evit e c’harga eus a venedictionou.
Mæs cofessaït oll ervat, simplamant ha franchamant ; countantit ervat ho coustianç en dra-se ur veich : ha great quemense, selaouit an avertissamant hac an ordrenançou a roï servicher Doue deoc’h, ha livirit en ho caloun : Parlantit ouzin, va Autrou, rac ho servicher pe ho fervicheres ho cleo. Ya, Philoree, Doue eo a glevit, pa en deveus lavaret d’ar re a zalc’h e blaç : nep ho cleo am c’hleo-me. Grit goudese ar brotestation a so amâ varlerc’h, pehini a servich da gonclui hoc’h oll gontrition, hac a dleit da veza meditet ha consideret da guenta : lennit-hi attantivamant ha gant muy a regret a vezo possibl deoc’h.