Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
Introduction

quet ur c’hreg chast respont an disterra guer na sellet ouz bisaich un den impudic, pehini a zeu d’e fourchu ha da broposi un disonestis bennâc dezi, mæs tec’het diountân crennamant, ha distrei er memes instant he c’halon ouz he fried o nevezi en he speret ar fidelite pehini e deveus prometet dezàn, hep en em amusi da vargaignat ouz ar vil-se : dememes an ene devot oc’h en em velet pourchuet gant un dentation bennâc, ne dle morse tout en em amusi da ræsoni na da respont outhi, nemet simplamant ha crennamant en em drei ouz Jesus-Christ e Fried divin, ha protesti a nevez e fidelite dezàn, penaus e sell dezi da jamæs beza oll dezàn hepquen, en ur lavaret :

Dechu hepquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’halon.




AN EIZVET CHABISTR.
Penaus eo ret resista ouz an dentationou munut.


PEguement bennâc ma zeo ret combati ouz an dentationou bras gant ur goraich ferm, ha ma zeo prositabl bras deomp ar victor pehini a c’hounezomp varnezo ; ez e cousgoude martese profitaploc’h deomp c’hoaz combati ervat ouz an dentationou munut : rac evel ma tremen ar re vras dreist ar