Ar remed bras a enep peb seurt tenrationou quen bras quen bian, eo displega hor c’halon, ha communica d’hon Directeur an dentationou, ar santimanchou a gassoni hac an affectionou direglet pere hon eus : rac gouezit ervat penaus quenta condition a ra an drouc-speret gant un ene pehini a falvez dezâ da zeceo, eo ar silanç oc’h ober dezi tevel var guemense ; evel a ra ar re pere ar falvez dezo deceo ar graguez hac ar plac’het, pere quenta tra a reont, vez difen outo na lavarrint guer d’o zud eus ar pez a broposont dezo ; eleac’h er c’hontrol ma c’houlen Doue dreist peb-tra en e inspirationou, ma o roimp da anaout d’ar re pere o deveus an direction eus hor c’houstianç. Mar continu evit quememâ tout an dentation d’hon importuni ha d’hor persecuti, n’hon eus netra da ober nemet continui eus hor c’hostez ive da revusi hor c’honsantamant : rac evel na ell quet ar merc’hed beza demezet endra leveront non pe salocraç, dememes an ene, peguen troublet bennâc eo gant an dentation, ne ell jamæs beza offanset ganti endra lavar ive non pe salocras.
Na ræsonit quet ouz hoc’h adversour ha na respontit jamæs ur guer hepquen ounti nemet ar guer a respontas hor Salver pe gant hini er feazas : quea e rout, Satan , Gourc’hemennet eo, un Doue hepquen a adori ha nementàn ne servichi. Hac evel na dle