R garantez hepquen eo hon laca er berfection, mæs an oboissanç, ar chastete hac ar baourentez eo an teir moyen vras evit e acquisita ; dre an oboissanç e vez consacret hor c’halon da garantez ha da servich Doue, dre ar chastete hor c’horf, ha dre ar baourentez hor madou. An teir breinc int eus ar Groas spirituel, hac a so cousgoude o zeir fontet var ar bedervet pehini eo an humilite. Ne livirin netra eus an teir vertuz-mâ e quement a ma reer vœu anezo solennellamant, rac er galite-se ne apparchantont nemet ouz ar Religiuset ; na memes e quement ha ma reer ur vœu simpl anezo : rac peguement bennâc ma ro ato ar vœu cals a c’hraç hac a verit d’an oll vertuziou : cousgoude evit en em renta parfæt, ne de quet necesser e raemp vœu eus ar vertuziou-se, nemet e teuimp d’o observi ; rac peguement bennâc o veza great vœu anezo, ispicial solennellamant, ma lequeont un den er stad a berfection, cousgoude evit e lacat er berfection, eo aoalc’h e vent observet, dre ma zeus cals a zifaranç etre ar stad a berfection hac ar berfection memes : pa e guir penaus an oll Esquep hac an oll Religiuset a so er stad a berfection, ha cous-