Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
Introduction

droug pe c’hui er c’haso mad hervez ho santimant hoc’h-unan.

Grit evel ar vugaligou, pere a zalc’h crog en o Zat gant un dourn hac a gutuil mouar gant eguile ahed ar c’harz ; evelse ivez o testum hac o vania madou ar bed-mâ gant un dourn, dalc’hit crog ato gant eguile e dourn ho Tad celestiel, o trei ho speret hac ho calon ountâ aviziouigou, evit guelet hac en so agreabl dezàn ar pez a rit. Ha liquit evez mad dreist peb-tra na ziscrocac’h eus e zourn hac eus e brotedion o sonjal destum ha cutuil davantaich : rac mar deu d’ho lesell gueneoc’h hoch-unan, ne reot quet ur c’hamet hep coueza var ho fri. Me a fell din lavaret, Philotee, pa n’o pezo nemet afferou hac occupationou comun hac ordinal, evel ma ve ho servich hac ho labour, pere ne choulennont quet un application vras nac un attantion gre, ma sonchot neuse mui e Doue eguet er pez a riit : ha pa vezo a quer bras cousecanç hoc’h afferou hac hoc’h occupationou, ma c’houlennint hoc’h oll attantion hac hoc’h oll studi evit o ober ervat, e sonchot e Doue aviziouigou da viana evel a ra ar re a vez e beaich var ar mor, pere evit mont etrese an douar ma teziront mont, a sell mui ouz creac’h etrese an Eê, eguet ouz traon eleac’h ma vagueont ; evelse Doue a labouro gueneoc’h, enoc’h, hac evidoc’h, ha ho labour a vezo heuliet gant cals a gonsolation.