Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
d’ar Vuez Devot.

gant ar guenan bras pe ar bourdounennet, eguet na vez gant ar re vunut, ha cousgoude ar bourdounennet-se ne reont nemet ar c’hoar, hac ar guenan munut a ra ar mel : evelse ivez ar re pere a zeu d’en em inquieti gant ar pres hac an trous a vez ganto en o labour hac en o affer, ne reont jamæs na cals nac ervat, hac eleac’h ober mel nemet coar ne reont.

Ar c’helien n’hon incommodont quet dre an effort, mæs dre an niver anezo : evelse an afferou bras n’hon troublont quet quement, evel ma ra ar re vunut pa hor bez niver anezo. Recevit eta e peoc’h hac e repos an afferou hac an occupationou, pe ar servich hac al labour a erruo gueneoc’h, ha liquit ho poan da ober an eil tra varlerc’h eguile gant urz ha gant ræson : rac mar falvez deoc’h o ober oll en un taul-cont, hac hep urz ebet, e reot effortou, pere ho foulo hac a lacaï ho speret da languissa ha peurvuia e choumot accablet gant ho pres hep avanç netra cousgoude. Hac en hoc’h oll afferou en em abandonit antieramant d’ar brovidanç a Zoue, pe diouz hini hepquen e repand an issu mad en hoc’h oll desseinou : labpurit cousgoude pæsiblamant eus ho costez evit cooperi gant ar brovidanç, ha neuse credit, mar hoc’h eus lequeat mad ho fizianç e Doue, an issu pehini a erruo, vezo bepret ar profitapla evidoc’h, pe c’hui er c’haso