Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
Introduction

goude ne demaint quet oll er berfection, ec’his n’er gueleur nemet re. Lequeomp hor poan eta, Philotee, da bratica ervat an teir vertuz-mâ peb-unan hervez e vocation. Rac peguement bennâc n’hon lequeont quet er stad a berfection, e roont deomp cousgoude ar berfection memes ; evelse e zoūp oll obliget da bratica an teir vertuz-mâ, peguement bennâc na deump quet oll obliget d’o fratica er memes fæçon.

Beza ez eus diou seurt oboissanç, unan necesser hac unan volontier. Dre an hini a so necesser e tleit oboissa humblamant d’ho Superioret Ecclesiastic, evel ma zeo ar Pap, an Escop, ar Person, pe Gure hac ar re-all pere a so deputet eus o ferz : e tleit oboissa d’ho Superioret politic, da lavaret eo d’ar Roue ha d’ar re pere a so etablisset eus e berz da c’houarn ho pro hac ho carter : e tleit erfin oboissa d’ho Superioret domestic, da lavaret eo d’ho tad, d’ho mam, d’ho mæstr ha d’ho mæstres. An oboissanç-mâ so galvet necesser abalamour na ell nicun en em exanti diouz an oboissanç, pehini a dle d’ar Superioret-se, o veza ma en deveus roet Doue dezo an authorite da c’hourc’hemen ha da c’houarn peb-unan diouz ar pez a so roet dezo e carg varnomp. Grit eta ar pez a c’hourc’hemennont deoc’h, an dra-se a so un necessite : mæs evit beza parfæt, heuliit c’hoaz o avisou ha memes o desirou e que-