Eil quevren - Ar pemzecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 123-125)
Uzpen quemense, Philotee, eo ret da Sul ha da C’houel asista en Ofiç divin da lavaret eo en Oferen bred hac er Gousperou muia ma ellot : rac an deiziou-se a so consacret da Zoue, hac e tleer ober enno cals mui a actionou mad evit e enori hac e c’hlorifia, eguet en deiziou-all ; dre ar voïen-se e santot mil douçder ha mil devotion evel a rea Sant Augustin, pehini a lavar en e gonfessionou penaus oc’h asista en Ofiç Divin er gommançamant ma en em gonvertissas, e teuze e galon gant an douçder hac e zaoulagat gant an dalou a zevotion. Hac evit ma en livrin ur veich evit an oll, mui a Verit hac a gonsolation hon eus oc’h asista
en Ofiçou public eus an Ilis, eguet n’hon eus en actionou mad pere a reomp en hor part hon-unan, o veza ordrenet evelse gant Doue ma vezo preferet ar mad commun d’ar mad particulier.
Antreit volontieramant er Breurieziou a so eleac’h ma emaouc’h, ha particulieramant er re ma zeus ar profitapla exerciçou enno ha mui a exempl mad : rac en drase e rentot un oboissanç hac a vezo agreabl bras da Zoue ; ha peguement bennâc na ve quet gourc’hemennet ar Breurieziou, ez int cousgoude recommandet gant an Ilis, pehini evit disquez penaus e deveus c’hoant en em anrolle cals enno, a ro induljançou ha privilejou-all d’ar Vreudeur ha C’hoareset eus ar Breurieziou-se. Ha goudese un dra eo hac a so bepret charitabl bras beza participant ha cooperi gant cals en ho silvidiguez hac en o deisseinou mad ec’his ma reer dre voyen ar Breurieziou-se. Ha peguement bennâc ma c’halle c’hoarvout e raemp quer couls exerciçou en hor pârt hon-unan, evel a reer er Breurieziou e commun, ha ma caffemp so-quen mui a c’htout oc’h o ober en hor particulier : cousgoude Doue a so mui glorifiet pa zeuomp d’en em unissa assambles evit contribui an eil re e mad o hentez ac’hanomp. Ar memes tra a lavaran evit peb seurt pedennou ha devotionou public pe en re e tleomp asista muia ma ze possibl, evit ma tisquezzimp exempl mad d’hon nessa ha ma tuimp erc’hisse da gontribui e gloar Doue hac en intention gommun eus an Ilis.