Eil quevren - Ar pevarzecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 119-123)
’Em eus quet comset deoc’h sioaz eus ar Sacrifiç sacr ha santel eus an Oferen, pehini eo an heol eus an exerciçou spirituel, hac ar centr pe ar galounen eus ar Religion gristen, hac an ene eus an devotion ; ur
Myster pehini ne aller quet da ziscleria, eleac’h ma zeo ranfermet an abym eus ar Garantez divin, ha pe dre hini e teu Doue d’en em rei deomp reelamant ha da gommunica ouzomp e c’hraçou hac e faveriou gant ul liberalite admirabl meurbet.
Ne ouffet quet lavaret peguement a nerz e deveus an oræson pehini a reomp en union gant ar Sacrifiç divin-mâ : en hevelep-fæçon Philotee, ma receo an Ene dreizàn un abondanç vras a faveriou celestiel, ec’his pa ve harp ouz e muia caret, pehini e rent quel leun a c’huez mad hac a zouçder spirituel ma zeo henvel ouz ur pilierat moguet eus a goat aromatiq, a vyrr, a esanç hac a barfumou eus a ur c’huez dilicat, evel ma e scrifet e lêvr ar C’hanticou. Grit eta ho possibl da asista bemdez en Oferen santel, evit offr gant ar Belec ar Sacrifiç eus ho Redemtor da Zoue e Dad hac evidoc’h hoc’h-unan hac evit an Ilis universel : Sant Ian Chrisostom a lavar penaus e vez en dro d’an Auter un nombr bras a Elez evit enori ar Myster sacr-mâ ; ha ny oc’h en em gaout eno ganto ha gant ur memes intention ne ellomp nemet receo cals a influançou hac a zonæzonu favorabl en un seurt compagnunez. Ar c’heur eus an Ilis Triomfant hac hini an Ilis Militant en em unis assambles gant hor Salver en action divin-mâ evit gantàn, ennàn, ha dreizàn ravissa calon Doue an Tad ha tenna e drugarez varnomp. Pebez eur da un ene contribui devotamant gant e affedion en ur mad quer precius hac a so quement da veza desiret !
Ma na ellit quet abalamour da un necessite bennâc en em renta presant a gorf er sacrifiç souveren-mâ, da viana e tleit douguen ho calon evit asista ebarz dre ur bresanç spirituel. Da ur poent bennâc eta diouz ar mintin iit d’an Ilis a speret ma na illit mont a gorf, unifiit hoc’h intantion gant hini an oll Gristenien ha grit ar memes actionou interieur eleac’h ma emaouc’h, evel a rac’h ma veac’h presant a gorf er Sacrifiç santel eus an Oferen en un Ilis bennâc.
Mæs evit clevet pe reelamant pe spirituelamant an Ofern santel ec’his ma e dleet. Da guenta er gommançamant o c’hortos ma zai ar Belec ouz an Auter grit ar breparation gantàn, pehini a gonsist oc’h en em lacat e presanç Doue, oc’h anaout peguen indin ouc’h da asista en e Sacrifiç hac o c’houlen pardon ountàn eus ho pec’hejou. D’an eil adalec ma vez eat ar Belec ouz an Auter bete an Aviel considerit an donediguez hac ar vuez eus hor Salver er bed-mâ dre ur gonsideration simpl ha general. D’an trede adalec an Aviel bete ar Credo considerit ar bredication eus hor Saiver, ha protestit e fel deoc’h beva ha mervel er greden d’e gomsou santel hac en union eus an Ilis Catolic. D’ar pevare adalec ar Credo bete ar Pater noster appliquit ho calon er Mysteriou eus a Varo ha Passion hon Redemtor, pere a so actuelamant hac essantielamant represantet er Sacrifiç divin-mâ, pehini a ofrot da Zoue an Tad evit e c’hloar hac ho silvidiguez assambles gant ar Belec ha gant ar ret eus ar Bobl. D’ar pempet adalec ar Pater bete ar Gommunion, da lavaret eo bete Domine non sum dignus, en em efforcit da furmi en ho calon mil desir, o caout ur c’hoant bras meurbet da veza da jamæs unisset gant ho Salver dre ur garantez eternel. D’ar c’huec’hvet adalec ar Gommunion bete ar fin eus an Oferen trugarecait e Vajeste divin eus e Incarnation, eus e Vuez, eus e Varo, eus e Bassion hac eus ar garantez a zisquez deomp er Sacrifiç santel-mâ, oc’h e suplia dre ar merit anezàn da veza bepret favorabl ha trugarezus en hoc’h andret, en andret ho tud hac ho mignonet hac en andret an Ilis universel : hac erfin oc’h en em humilia eus a greis ho calon recevit devotamant ar Venediction divin pehini a ro deoc’h hor Salver dre voïen e Officer ar celebrant.
Hoguen mar fell deoc’h durant an Oferen ober ho meditation var ar mysteriou pere a guemerit bemdez da vedita hervez ho tevotion, ne vezo quet necesser deoc’h en em arreti da ober an actou particulier-mâ pere [e]m eus merquet amâ deoc’h ; aoualc’h vezo deoc’h er gommançamant dressi hoc’h intention da adori Doue ha da offr deza ar Sacrifiç santel-mâ dre an exerciç eus ho meditation hac eus hoc’h oræson ; rac an actou-se, ma hon eus comset anezo, en em guef e peb seurt oræson ha meditation pe en ur fæçon expres pe en ur fæçon cuzet. (Apropos eo rei deoc’h avis amâ penaus e queffot e Lêvriou ar C’hanticou Brezonec pere a so nevez imprimet hac aprouvet e Quemper, ur voyen excellant da glevet an Oferen devotamant.)