Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
360
Introduction





AN PEDERVET QUEVREN
EUS AN INTRODUCTION,
Pehini a gompren an Avisou necesser a enep an dentationou ordinala.




AR C’HENTA CHABISTR.
Penaus ne renquer quet en em amusi gant comsou tud ar bed.


EVel ma remerquo tud ar bed penaus e fell deoc’h heuly ar vuez devot, e lancint ouzoc’h mil zaol teod eus a c’hoaperez hac a zroug-prezec. An dut malin a zecrio hac a galomnio ar chenchamant a vezo deut enoc’h, evel un hipocrisi, ur bigoterez hac un artifis ; lavaret a raint penaus n’en deveus quet great ar bed a vin mad deoc’h, hac ez e var e revus eo ez oc’h troet ouz Doue : ho mignonet en em hasto da ober deoc’h ur bed a remontrançou pere a gaffint prudant ha charitabl bras var o meno. Coueza a reot, eme vizzint-ii, en ur velancoli bennâc ; coll ho credit a reot er bed ; en em renta insupportabl a reot ; abred e teuot da goza ; hoch afferou ne daint quet ervat ; ret eo beva er bed evel er bed, ober a ell