Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
d’ar Vuez Devot.

intanves nac ar stad a virginite n’o deveus quen renq ebarz en Eê nemet an hini a so assinet dezo dre an humilite.




AN NAVET CHABISTR
ha tregont.
Ur guer evit ar Guerc’heset.


O Guerc’heset, mar hoc’h eus dessein d’en em angagi er briedelez temporel, conservit eta gant ur sourci bras ho quenta carantez evit ho quenta pried : me a soinch din eo un dromplerez vras presanti eleac’h ur galon antier ha sincer, ur galon uset ha tregacet gant amourousdet : hoguen mar hoc’h eus an eür da veza galvet d’ar briedelez virginal ha spirituel, ha mar fell deoc’h conservi da jamæs ho virginite, en hanv Doue, conservit ho carantez delicata ma ellot evit ar pried divin-se pehini, ec’his ma zeo ar burete memes, ne gar netra quement evel ar burete, ha pe da hini eo dleet ar brividi eus a bep-tra, mæs ispicial eus ar garantez ; hac evel ma hoc’h oblich ho conditiou d’an oboissanç, choasit ur C’honducteur pe ur Chonfessour mad, evit ma ellot dindan e zirection dedia santeloc’h a se ho calon hac ho corf d’ar Vajeste a Zoue.


————