Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
358
Introduction

an diou ornamant eus he actionou ; an honestis hac an agreabldet eo an diou ornamant eus he c’homsou ; ar vodesti hac ar budicite an diou ornamant eus he daoulagad, ha Jesus-Christ crucifiet eo ar garantez unic eus he c’halon. Bref ar guir intanves a so en Ilis ur fleurennic violet Meurs, pehini a squill un douçder an agreapla dre ar c’huez-mad eus he devotion, hac en em zalc’h casi ato cuzet dindan an deliou ledan eus he fæçon displet ; ha dre he liou un nebeudic tenval, a zisquez ar vortificacion, ne zeu nemet en andrejou fresq, pere ne dint quet labouret na brevet, o veza na sell quet dezi beza presset nac inquietet gant ar gonversation hac an antretien eus a dud ar bed evit conservi guell ar frescadurez eus he c’halon a enep quement tomder a alle beza digacet en-hi dre an desir d’ar madou, d’an enoriou pe d’ar garanteziou vean memes, eürus bras vezo, eme an Abostol santel, mar persever da veva er fæçon-se.

Cals a draou-all am be da lavaret var ar sujet-mâ, hoguen sinifia a ràn dre an avertissamant-mâ ; penaus ar guir intanves ne dle jamæs blam na disprigeout ar re pere a zemez adarre pa er graet memes evit an drede pe ar bedervet gueich, rac e certen occasionou Doue a zispos evelse evit e vrassa gloar ret e caout aco dirac an’aoulagad an Doctrin-mâ eus ar re Ancien : penaus nac ar stad a