Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
357
d’ar Vuez Devot.

re ma vez izom eus o faver hac eus o c’hredit.

En em exercet continuellamant an intanves en oræson : rac evel na dle mui caout carantez nemet evit Doue, ne dle ive quen nebeut caout antretien nemet gant Doue dre an oræson : hac evel ma en em lanç an houarn etrese an aimant goude ma vez pelleat an diamant, peveus a hini ar bresanç en ampeche quent da heul ar memes aimant, evelse ive calpn an intanves, pehini ne alle quet bonamant en em lanci toutafæt etrese Doue nac heul ar charm eus e garantez divin endra oa beo ha presant he fried, a dle goude ar maro anezàn, redec gant ferveur varlerc’h ar c’huez-mad eus ar parfumou celestiel, en ur lavaret ec’his ar Pried sacr. Va Autrou, va Doue, bremâ pa zoun tout din va-unan, va recevit da veza tout ive deoc’h, va zennit etrese hac enoc’h, hac e retimp varlerc’h ar c’huez-mad eus hoc’h onganchou precius.

An exerciç eus ar vertuziou propr da un intanves santel, eo beza parfæt ha modest, renonç d’an enoriou, d’ar rencou, d’ar gompagnunezou ha d’an assambleou, d’ar braoenteziou ha da bep-seurt vaniteou, renta servich d’ar beorien ha d’ar re glan, consoli ar re affliget, douguen ar plac’hed d’ar vuez devot, hac en em renta un exempl parfæt eus a beb-seurt vertuziou d’ar graguez yaouanc : an necessite hac ar simplicite eo an diou ornamant eus he dillad ; an humilite hac ar charite eo