Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
356
Introduction

ouz o ene hac ouz an etablissamant eus o buez, ne ell na ne dle e fæçon ebet o abandoni : rac an Abostol Sant Paul a lavar scleramant, ez e obliget an intanvezet da gaout ar sourci-se, evit renta ar parail d’o zad, ha d’o mam, hac abalamour c’hoaz ma ze gouaz eguet un infidel pe ur payen nep piou bennâc n’en deveus quet a sourci eus e re ispicial eus e famil. Hoguen mar d’ema ar vugale en etat n’o deveus izom ebet mui da veza cunduet na gouarnet; neuse an intanves a dle destum he oll affectionou hac he oll sourciou evit o applica puroc’h hac antieroc’h d’en em avanç e carantez Doue.

Nemet contraignet hac obliget ve ur guir intanves en he c’houstianç d’en em ambarassi gant afferou exterieur, evel ma zeo ar procesou, e ven avis dezi d’en em absteni toutafæt diouz an ambarassou-se, ha da gundui he afferou dre ur voyen ar bæsibla hac an amiapla, peguement bennâc na seblante quet e ve ar profirapla : rac ret eo e ve bras ar profit eus an ambaras hac eus an tregaç evit beza comparachet ouz ar mad eus a ur peoc’h santel hac eus ar repos a speret ; ouspen ma teu ar procesou hac an seurt brouilleçou-se da zissipa ha da droubli ar galon, ha da zigueri liesa veich an nor da adversourien ar chastete, dre ma en em lequear e posturiou hac e contanançou indevot ha disagreabl da Zoue evit plijout d’ar