ma oa maro he Fried diganti. Evelse un intanves devot ne gar jamæs beza galvet hac estimet na caër nac agreabl, oc’h en em gontanti da veza ar pez ma fell da Zoue e ve, da lavaret eo humbl ha dister dirac e zaoulagat.
Al lamprou pere o devez un eol aromatiq, a laosq ur c’huez agreaploc’h, pa vez mouguet o flam hac o sclerigen, dememes an intanveset, pere o devez bet ur garantez pur en o friedelez, a squill brassoc’h parfum hac agreaploc’h c’huez a vertuz hac a chastete, pa vez mouguet o sclerigen, da lavaret e o fried, dre ar maro. Un dra eo hac a so comun aoualc’h etouez ar graguez caret ur pried endra vez e buez, mæs e garet quement na falfet quet caout un all goude ar maro anezàn, hounnez a so ur garantez pehini ne apparchant nemet ouz ar guir intanveset. Esperout e Doue endra servich ur pried da support, ne d’e quet un dra a guement a ve quer ral na quen extraordinal, mæs esperout e Doue pa vezer privet eus ar support hac eus ar souten-se, an dra-se a so din eus a veuleudi vras : ha rac-se pa vez maro he fried digant un intanves, e c’hanavezer eassoc’h ar berfection eus ar vertuziou, e deveus bet en he friedelez.
An intanves pehini e deveus bugale, hac o deveus izom eus he adres hac eus he c’hundu, ha principalamant er pez a apparchant