Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/366

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
354
Introduction

banquejou, caret douguen traou a c’huez mad, beza quinclet, fichet hac ajustet brao, an seurt intanves-se a so beo hervez ar c’horf, hoguen maro eo hervez an ene. An intanves oc’h essa plijout d’ar voaset er fæçon ma c’hell ar merc’het plijout muia dezo a zeu da zeceo ha da signa o sperejou en ur fæçon dangerussoc’h. An intanves eta pehini a vev er vaniteou hac er follenteziou-se ne deo, evit coms propramant, nemet un idol pe ur mascl a intanves.

An amser da grenna ha da dailla ar guez a so deut, mouez an dursulen a so clevet en hor c’harter, eme ar Scritur er C’hanticou : piou bennâc a fell dezàn beva devotamant, eo requis e teue da grenna ha da drouc’ha diountâ ar vaniteou hac ar mondaniteou ; mæs an dra-se a so necesser dreist peb-tra da ur guir intanves, pehini evel un durzulen chast e deveus nevez deploret ha nevez gouelet ar c’holl eus he fried. Pa zistroas an intanves Noëmi eus a vro Moab da Vetleem ar merc’het eus a Guear, pere o devoa-hi anevezet e commançamant he friedelez, a lavare an eil d’e ben anezo ; ha’n de quet houmâ e Noëmi ? hoguen-hi a respontas : n’am galvit mui Noëmi (rac Noëmi a sinifi agreabl ha caër) mæs va galvit Mara (pehini a sinifi c’huero) ; rac an Autrou Doue en deveus carguet va ene a c’huervder hac a dristidiguez; ar pez a lavare abalamour