Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
d’ar Vuez Devot.




AN EIL MEDITATION
hac an decvet chabistr,
Var ar fin p’evit hini ez omp crouet gant Doue.


Preparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Pedit-èn ma hoc’h inspiro.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
DOue en deveus ho lequeat er bed-mâ, non pas ma en devise izom ebet ac’ha-noc’h, c’hui pehini a so toutafet inutil dezàn, mæs hepquen evit exerci e vadelez en hoc’h andret, o rei deoc’h e c’hraç hac e c’hloar ; hac evit quemense en deveus roet deoc’h an entendamant evit e anaout, ar memor evit ma ho pezo coun anezàn, ar volontez evit e garet, an imagination evit en em represanti dirac ho speret e vad-oberou, an daoulagat evit ma vellot e ouvrachou admirabl, an teaud evit ma er meulot, ha toudememes ar faculteou-all pere en deveus roet deoc’h evit ma en em fervichot anezo evit e c’hloar hac evit hoc’h avantaich hoc’h-unan.

2. O veza crouet ha lequeat er bet-mâ evit an intention-se, e tleit rejeti hac evita quement action a so countrol da gue-