Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Introduction.

fedennou humbl evit an exaltation eus hor Mam santel an Ilis, evit hon Tad santel ar Pap, evit an oll Preladet ha Pastoret eus an Ilis, evit an extirpation eus an Heresiou, evit ar Roue hac an oll Famill Royal, evit ar peoc’h hac an union etre ar Brincet hac ar Bopl Christen, evit ar gonvertissamant eus an eneou, ispicial eus va hini-me, evit va oll guerent, va oll mad-oberourien, mignounet hac adversourien, evit an oll Griftenien fldel quen beo quen maro, particulieramant evit ar re ma ouzoc’h, va Doue, em eus mui a obligation da bidi.

Guerc’hes sacr, Mam benniguet, glorius Sant Joseph, Pried dîn da Vari, va Eal-Gardien, ha c’hui va Faëron pe va Maërones guer, ha Sent-all ma em eus devotion deoc’h, obtenit din digant va Doue ar graçou ma em eus izom anezo, fournissit eleac’h an deffautou eus va oræson, ha va rentit participant en hini a rit dirac an Tron a Zoue, o c’hortos ma em bezo an eür d’e ober assambles gueneoc’h epad an eternite. Amen, Pater noster, Ave Maria, &c.


————