mense, ha disprigeout evel actionou vean hac inutïl ar re pere ne fervichont da netra evit ar fin-se.
3 Considerit ar maleur eus ar re pere ne songeont quet en dra-se, hac a vèv ec’his pa gretent penaus ne vent crouet nemet evit batissa tiez, evit ober planteiçou, evit destum madou hac evit ober badinerez.
1. En em humilïit, o rebeich deoc’h hoc’h-unan pe guer miserabl ouc’h bet, n’ho pe songet nemeur pe vorse-tout en traou-mâ.
Allas, eme viot-hu, pe en tra e songen-me, va Doue, pa na songen quet enoc’h-hu ? Peveus a dra em boa-me memor, pa n’am boa quet a vemor ac’hanoc’h-hu ? Petra a garen-me, pa n’ho caren quet ? Allas ! ne dlien clasq nemet ar virionez, ha ne heulyen nemet ar vanite, hac e servichen ar bed pehini a so great evit servichout din.
2. Detestit ho puez tremenet. Me a renonç deoc’h, songesonou vean hac imaginationou inutil ; me ho tisavoue, traou detestabl hac impertinant, pere a zeue diaguent em memor. Me a renonç deoc’h, caranteziou infidel ha mignounaichou fall, servichou collet, gratificationou miserabl, faveriou ingrat ha complæsançou geinus.
3. En em gonvertissit ouz Doue. C’hui