tisquezzimp exempl mad d’hon nessa ha ma tuimp erc’hisse da gontribui e gloar Doue hac en intention gommun eus an Ilis.
A zigaç Doue deomp alies an inspirationou dre voyen e Elez, e tleomp ive caç alies hon aspirationou dezàn dre ar memes moyen. An Eneou santel eus ar re so maro, pere a so er Barados gant an Elez, hac, evel a lavar hor Salver, a so henvel ouz an Elez, a ra ivez ar memes Ofiç da rei deomp inspirationou ha da bidi Doue evidomp. Va Philotee, unissomp hor c’halonou gant ar Sperejou cælestiel hac an Eneou eürus-se : rac ec’his ma tesq ar rossignolet vunut cana gant ar re vras, evelse ive dre ar c’hommerç hac an antretien santel pehini hor bezo gant ar Sent, e vouezzimp cals guell pidi ha cana ar meuleudiou divin ; me a gano meuleudi da Zoue, eme David, dirac an Elez.
Douguit un enor, ur respet, ur reveranç hac ur garantez special evit ar Verc’hes Glorius Vari ; Mam eo d’hon Tad souveren ha parconsecant ez e hor Mam vras-ny ; hor bezet recours dezi eta, hac evel he bugaligou en em strincomp etre he divrec’h gant ur fizianç barfet e peb moumet hac e peb