Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
Introduction.

en Ofiçou public eus an Ilis, eguet n’hon eus en actionou mad pere a reomp en hor part hon-unan, o veza ordrenet evelse gant Doue ma vezo preferet ar mad commun d’ar mad particulier.

Antreit volontieramant er Breurieziou a so eleac’h ma emaouc’h, ha particulieramant er re ma zeus ar profitapla exerciçou enno ha mui a exempl mad : rac en drase e rentot un oboissanç hac a vezo agreabl bras da Zoue ; ha peguement bennâc na ve quet gourc’hemennet ar Breurieziou, ez int cousgoude recommandet gant an Ilis, pehini evit disquez penaus e deveus c’hoant en em anrolle cals enno, a ro induljançou ha privilejou-all d’ar Vreudeur ha C’hoareset eus ar Breurieziou-se. Ha goudese un dra eo hac a so bepret charitabl bras beza participant ha cooperi gant cals en ho silvidiguez hac en o deisseinou mad ec’his ma reer dre voyen ar Breurieziou-se. Ha peguement bennâc ma c’halle c’hoarvout e raemp quer couls exerciçou en hor pârt hon-unan, evel a reer er Breurieziou e commun, ha ma caffemp so-quen mui a c’htout oc’h o ober en hor particulier : cousgoude Doue a so mui glorifiet pa zeuomp d’en em unissa assambles evit contribui an eil re e mad o hentez ac’hanomp. Ar memes tra a lavaran evit peb seurt pedennou ha devotionou public pe en re e tleomp asista muia ma ze possibl, evit ma