occasion ; criomp ouz ar Vam douç-mâ, invocom he c’harantez Mam ha lequeomp hor poan da imita he vertuziou hac hor bet en he andret calon guir vugale.
En em rentit familier gant an Elez, sellit outo alies invisiblamant presant en ho quichen, dreist ar re-all ho pet ur garantez hac ur reveranç vras evit an Eal a so etablisset var an Escopti, pe en hini e chomit, evit Elez ar re ma vevit assambles ganto, hac ispicial evit hoc’h Eal hoc’h-unan : pedit-ii alies, meulit-ii ordinal ha goulennit sicour outo en hoc’h oll afferou quen temporel quen spiriruel, evit ma cooperint gant hoc’h intantionou hac ho tesseinou mad.
Ar Personach bras Peres Favre ar c’henta Belec, ar c’henta Predicator, ar c’henta Lecteur eus an Theologi a Compagnunez Jesus, hac ar c’henta compagnon en deoue Sant Innace Fondator eus ar Gompagnunez-se, o tonet ur veich eus a Alamaîn eleac’h ma en devoa great cals evit gloar hor Salver, hac o tremen dre an Escopti p’eveus a hini oa guinidic, e contas penaus o veza treuzet cals a gontreou eleac’h ma zoa hæretiquet o chom, en devoa recevet meur a gonsolarion da veza saludet an Eal protecteur eus a bep Parres dre ma c’herrue enno, hac ec’hanaie sansiblamant penaus oa bet an Elez-se favorabl dezàn, quen evit e vouarantissa diouz quemnent noas a glasque an Hæretiquet da ober