Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
269
d’ar Vuez Devot.

ar bed a so adversour da Zoue.




AN TREDE CHABISTR
varnuguent.
Evit an exerciçou eus ar vortification exterieur.


AR re pere a dret eus an traou rustic hac eus an traou divar ar meas, a assur penaus, mar scrifet ur guer bennâc var un amandesen pehini a so en e antier, ha mar e lequeat adarse goudese en e c’hloç pe en e mean, oc’h e serra clos varnezi, hac oc’h e blanta en douar evelse, quement frouezen a zougo ar vezen, pehini a savo eus an amandesen-se a vezo cafet merquet gant ar memes guer-se. Evidon-me, Philotee, n’em eus gallet biscoaz aprou ar method hac ar pratic eus ar re pere, evit reformi ha cheinch un den, a gommanç dre an exterieur, dre ar chontanançou, dre an dillad ha dre ar c’huchou. Seblantout a ra din er c’hontrol, penaus e ranquer commanç dre an interieur : En em gonvertissit ouzin, eme Zoue, eus a greis ho calon : va map, pe va merc’h, emezàn en un andret-all, roit din ho calon, rac en effet ar galon, ec’his ma zeo ar sourcen eus an actionou, o rent hènvel outhi e-unan ; evelse ar Pried divin oc’h invita an ene a lavar dezi : va laca, emezàn, evel ur c’hachet var da galon, evel ur c’hachet var da