prest ar chasse dezàn dre ar gorrection hac an avertissamant ; mæs mar deo ur pec’het pehini a bad, neuse-souden e teu ar vignonaich da berissa, rac ne ell subsista nemet var ar guir vertuz : peguement nebeutoc’h eta e tleer pec’hi evit ar vignonaich ? Ar mignon pe ar vignones a so un adversour pe un adversoures an-dal ma fell dezàn pe dezi hor c’hundui d’ar pec’het, hac e verit coll hor mignonaich an-dal ma fell dezàn pe dezi hor c’holl hon-unan hac hon dauni. Hac evelse unan eus ar mercou assurra eus a ur vignonaich faus eo guelet e antreteni gant un den vicius, ha dre voven ur pec’het bennâc, daoust pe seurt e c’halle beza. Mar de vicius hor mignon pe hor mignones, ne deus douet ebet na de vicius ivez hor mignonaich ; rac eleac’h na vel quet ur guir vertuz ez e contraign da velet ur vertuz faus hac ur galite sansuel bennâc.
Ar societe pehini a ra ar Varc’hadourien assambles evit ar profit temporel, ne deveus nemet an imaich eus ar guir vignonaich ; rac ne de quet abalamour d’an dud eo e vez grêt ar vignonaich-se, mæs abalamour d’ar profit. Erfin an diou goms divin-mâ a so daou bilier bras evit assuri ar vuez gristen. Unan a so prononcet gant ar Fur : Nep en deveus doujanç Doue, emezâ, en devezo ivez ur guir vignonaich ; hac e-ben a so prononcet gant Sant Jaques : Mignonaich