Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
d’ar Vuez Devot.

ha mil imperfection diouto er c’homerç eus ar vignonaich hac eus an union pehini o deveus assambles. Hoguen an dra-se ne dleer quet da ober morsetout, rac peb-unan en deveus aoualc’h oll eus e voual inclinationou e-unan, hep en em garga c’hoaz eus a voual inclinationou ar re-all ; hac ar vignonaich endeün ne c’houlen quet an dra-se : er c’hontrol hon obligea a ra d’en em sicour evit en em zisober an eil costez hac eguile diouz peb seurt imperfectionou. Ret eo evit guir supporti gant douçder ur mignon pe ur vignones en e imperfectionou, non non pas o antreteni enno, ha nebeutoch c’hoaz o receo ennomp hon-unan.

Hoguen ne gomsàn nemet eus an imperfectionou, rac evit ar pec’hejou ne ranquer nac o antreteni nac o supporti en ur mignon pe en ur vignones. Ur vignonaich eo hac a so pe sempl pe vechant, guelet ur mignon pe ur vignones o perissa hep e sicour, guelet anezàn pe anezi o vervel gant un apostum hep credout rei ebarz an taul lancetes eus ar gorrection hac eus an avertissamant evit e savetei. Ar guir vignonaich ne ell quet padout etre ar pec’hejou. Lavaret a reer penaus ar Salamandres, pehini a so ul loenic binimus, a laz an tan evel ma chourvez ennâ ; hac ar pec’het a ruin ar vignonaich an-dal ma en em guef enni. Mar deo ur pec’het pehini a dremen, ar vignonaich a ro