neiz faus gant an hini mad, nac an aour gros gant an aour fin, separit an hini precius diouz an hini dister : ya, rac ne deus casi nicun n’en deveus un imperfection bennâc. Ha pebez ræson a ve da receo pell mel an deffotou hac an imperfectionou eus a ur mignon gant e vignonaich ? Ret eo evit guir e garet hep caout egard ouz e imperfection, mæs ne ranquer na caret na receo e imperfection ; rac ar vignonaich a c’houlen ar gommunication eus ar mad, ha non pas eus an droug. Evel ma teu eta ar re pere a denn ar grouan eus a rivier an Tage da zispartia an aour a guefont en e douez evit e gaç ganto, ha da lesel ar grouan var ar bord ; dememes ar re ma zeus communication eus a ur vignonaich vad bennâc entrezo a dle dispartia diouti ar grouan eus an imperfectionou hep o lesel da antren en o ene. Sant Gregor a Nazianze a ro testeni penaus cals a bersonaichou, o caret hac oc’h admira Sant Basil, a yoa en em leset da vont d’e imita bete memes en e imperfectionou exterieur, evel ma oa en e fæçon da barlant lent ha gorrec, ha gant ur speret abstret hac appliquet o sonjal en un dra bennâc hac en e fæçon da guerzet. Guelet a reõp ivez æzec’h, graguez, bugale, mignonet, pere o caout un istim bras eus o mignonet, eus o zud, eus o friedoù, a zeu pe dre gomplesanç, pe dre imitation da guemeret ha da heul mil deffot
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/278
Neuz