Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
d’ar Vuez Devot.

secanç vras ; rac er pouenchou-se eo ret da bep-unan conservi e vir ganc ur brudanç hac ur furnez pehini a ve charitabl ha civil.




AR PEMPET CHABISTR.
Evit an humilite interieur.


HOguen desir hoc’h eus, Philotee, ho cunduen larcoc’h en humilite, rac evit ober ec’his am eus lavaret diaraoc an drase a so quent furnez eguet humilite ; bremâ’ta e tremenàn larcoc’h. Cals ne fell quet dezo na ne gredont quet sonjal er graçou particulier en deveus great Doue dezo gant aon na guemerrent vane[1] c’hloar ha complæsanç ; hoguen certenamant en em drompla a reont en drase : rac evel a lavar an Doctor ange-lic pa zeo ar guir moyen da erruout e carantez Doue, eo consideri ar pez en deveus great evidomp, sulvui ma considerimp ha ma c’hanavezzimp e vad oberou, sulvui er c’harrimp ; hac evel ma vezomp touchet mui dre ar graçou particulier eguet dre ar graçou commun, e tleomp ivez o c’honsideri attantivoc’h a-se. Certenamant ne deus netra a guement a ell quement hon humilia dirac an drugarez a Zoue evel ma zeo an niver bras eus e c’hraçou hac eus e zonezonou, na netra a guement a ell quement hon humilia dirac e Justiç evel ma zeo an niver bras eus hor pechejou hac hon ingrateriou. Con-

  1. Sic, e-lec’h vean. Ar memes furm a vez kavet choazh er bajenn war-lerc’h. [Notenn gant Wikimammenn]