da veza meulet hac istimet, mæs ar pourchu hac an affection evit an enoriou a goumanç d’hon renta vitius ha din da veza blamet ha dispriset. Ar sperejou mad n’en em amusont quet gant ar rambreou-se a rencou nac a enoriou nac a galiteou, na da glasq beza saludet ha respetet gant peb-unan, beza o deveus sourciou-all da entenr outo, an drase ne apparchant nemet ouz ar sperejou feneant. An hini a ell caout perlesennou, n’en em ambaras quet gant bigornou, hac ar re pere o deveus desir evit ar vertuziou n’o deveus hast ebet evit an enoriou. Evit guir peb-unan a ell derc’hel e renq hep offansi an humilite, nemet er grai hep attaich hac hep disput : rac evel ar re pere a zistro eus ar perou, ouzpen an aour hac an arc’hant a dennont ac’hano, ma tigaçont ganto c’hoaz marmouset ha perroquedet, abalamour na coustont nemeur dezo ha na gargont quet ivez nemeur o listri ; dememes ar re pere a fell dezo beza vertuzus ha devot, ne lesont quet na guemeront ar renq hac an enor pehini a so dleet dezo, gant na gouste dezo an drase nemeur ar sourci hac a attantion, ha gant na ve quet carguet o speret a droublien a inquietud, a zisputou hac a gontestationou. Ne gomsan quet cousgoude eus ar re pere o deveus un dignite pe ur garg bennâc en egard d’ar public, nac eus a certen occasionou particulier, pere a den da ur gou-
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/186
Neuz