Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
d’ar Vuez Devot.

plamant nemet an apparanç a vad o veza goullo hep substanç hac hep fermete a ziabarz.

An enor, ar renq hac an dignite a so evel lousaouen an afron pehini a zeu guell hac abondantoc’h pa vez foulet dindan an treid. Ne de mui en enor da un den mar sell ouz e guenet : ar guenet evit caout graç ; a dle beza negliget : ar squiant a zeu da zizenori un den andal ma quemer vanite ha presomtion anezi. Mar doump priminic e quenver hon renq hac hor c’halite, ouzpen ma en em exposomp da veza controliet ha sellet pizzoc’h a-se ouzomp, e lequeomp hon disprisout ; rac an enor hac ar respet pehini a vez agreabl pa vez recevet hep e glasq, a zeu da veza vil, pa vez clasquet. Pa vez ar paün oc’h ober e rod, evit en em velet er memes amser ma sao e blun caer e tisquez e andrejou vil ; mar c’huezzaomp ar boquejou a ziabell hac en ur dremen, e recevomp cals a zouçder anezo, mæs mar o c’huezzaomp a dost ha pel amser ; e teuont d’hon assoupissa ha d’hon renta clàn : dememes an enoriou a rent ur satisfaction douç d’an hini n’o chuezza nemet a bell hac en ur dremen hep en em amusi ganto, mæs d’an hini a laca e affection enno ez int noasus ha din da veza blamet bras.

Ar pourchu hac an affection evit ar vertuz a gommanç hon renta vertuzus ha din