Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
Introduction

beza enoret ha respetet gant an oll, evel pa dleffe peb-unan mont d’ar scol daveto hac o zremen da veza mistri : reall a so postur enno, abalamour ma o deveus quenet ha ma zint great mad var o meno, hac e sonch dezo e tleont beza cherisset gant ar bet-oll ; quemense tout a so meurbet vean, sot hac impertinant, hac ar c’hloar pehini a guemerer eus ar sujedou paour-se, a so galvet gloar vean, sot, ha ridicul. Anaout a reer ar guir mad evel ar guir baum ; ar baum a vez esseat hac amprouet oc’h e ziveza en dour ; rac mar da d’ar guelet, e vez istimet da veza eus ar fina hac eus ar preciussa : dememes evit anaout hac e en deveus un den ur guir furnez, ur guir squiant, ur guir gouraich, hac ur guir galite, eo ret guelet hac e a den an traou-se oll d’an humilite, d’ar vodesti ha d’ar soumission ; rac neuse e vezzint istimet guir vadou ; mæs mar choumont var c’horre da neun evel ar baum fal var c’horre an dour, e vezzint sul nebeutoc’h guir madou ha guir vertuziou sul vui ma c’haparissint ha ma en em zisquezzint a zianveas. Ar perles pere ne vezont savet nemet dre an avel ha dre an trous eus ar gurun, n’o deveus nemet ar goc’hen a berles, hac e zint goullo ha cleus heb substanç ebet, evelse ivez ar vertuziou hac ar galiteou caer pere ne dint savet nemet dre an orgouil ha dre ar vanite n’o deveus sim-