Trede quevren - Ar seizvet Chabistr varnuguent
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 289-293)
varnuguent.
Iou bennâc ne beac’h quet dre e gomsou, eme Sant Jaques, a so un den parfæt. Liquit evez mad na laosquac’h coms disonest ebet eus ho quenou : rac peguement bennâc na lavarrac’h quet ar c’homsou-se gant ur goal intention, cousgoude ar re o c’hleo a ell o receo en ur fæçon-all. Ar goms
disonest o coueza en ur galon sempl, a zeu d’en em asten ha d’en em leda evel ur berad eol var ar mezer, hac aviziou e teu da sesia ar galon en hevelep-fæçon, ma teu d’e c’harga eus a vil songeson hac a vil dentation lubric. Rac evel ma c’hantre poueson ar c’horf dre ar guenou ; e c’hantre ive poueson ar galon dre ar scouarn ; hac an teod pehini a brodu ar poueson-se, a so muntrer, abalamour, peguement bepnâc dre avantur n’en deffe grêt droug ebet ar vinim pehini en deveus taulet, o veza cafet calonou ar re er c’hleve preservet gant ur c’hontrepoueson hac ur remed bēnâc, cousgoude ne de quet diouz ar valiç eus an teaud binimus-se eo ez e depandet n’en deveus grêt dezo mervel e graç Doue. Na lavaret den din penaus ne sonch quet en dra-se : rac hor Salver, pehini a ene ar songesonou, en deveus lavaret penaus ar guenou a barlant diouz abondanç ar galon. Ha ma na sonjomp quet er pez a leveromp, an droug-speret cousgoude a soinch cals, hac en em servich ato secretamant eus ar goal gomsou-se evit treusi calon unan bennâc ganto. Lavaret a reer penaus ar re o devez debret eus a ul lousaouen galvet an Angelic, a vez ato ur c’huez douç hac ar agreabl gant o alan : hac ar re o deveus an honestis hac ar chastete en o c’halon, pehini eo ar vertuz angelic, a vez ato ive o c’homsou pur, civil hac honest. Evit an traou sot hac indeçant, ne fell quet d’an Abostol e ve so-quen clevet hano anezo, hac hon assur penaus, Netra ne zeu da gorrompi quement ar gomportamant vad eus a un den evel ar goal discoursou.
Mar bez lavaret ar c’homsou disonest-se en ur fæçon goloet, gant affeterez ha gant subtilite, ez int binimussoc’h cals : rac evel ur c’hlese sul lemmoc’h ma ze, sul eassoc’h a-se e c’hantre en hor chorf, evelse ive sul lemmoc’h ha sul subtiloc’h ma ze ur goal goms, sul dounoc’h e c’hantre en hor c’halon. Hac ar re pere a soinch dezo beza tud galand ha chentil o lavaret an seurt comsou-se en antretien hac e conversation, ne ousont quet pevit tra eo e tle beza grêt an antretienou hac ar gonversationou, rac ar gonversationou a dle beza evel un æd guenan en em assamblet evit ober ar mel eus a un antretien douç ha vertuzus bennâc, ha non pas evel un toullad guesped pere en em assamble da suna ur breinadur bennâc. Mar deu ur re sot bennâc da lavaret deoc’h comsou indeçant, disquesit eo offanset ho tiouscouarn gant quemense, pe o tisteri ho quein pe dre ur voyen-all bennâc hervez ma fournisso deoch neuse ho prudanç.
Unan eus ar gouassa conditionou a ouffe ur speret da gaout eo beza sujet da ober goab. Doue en deveus ur gassoni vras ouz ar viç-se, hac en deveus grêt aveich-all punitionou bras anezàn. Ne deus netra controloc’h d’ar garantez ha mui c’hoaz d’an devotion eguet ma zeo disprijout ha caquetal an nessa ; ha ne ouffet quet ober goab anezàn anes e zisprijout : ha rac-se eo ur pec’het bras meurbet ar goab hac ar c’haquet ; en hevelep-fæçon ma o deveus ræson an Doctoret da lavaret, penaus ar goaperez eo ar gouassa seurt offans a ouffet da ober d’an nessa dre ar c’homsou ; abalamour an offançou-all a vez grêt gant un istim bennâc eus an hini pehini a vez offanset, hac an offans eus ar goaperez a vez grêt gant disprijanç. Mæs evit ar recreation a gomsou hac a farçou dinoaz a ra an eil re gant o hentez en ur fæçon modest ha joaius, quemense a apparchãt ouz ar vertuz galvet Eutrapelii e grec, pehini a ellomp da c’hervell conversation-vad. Ha dre ar farçou dinoas-se pe ar c’hoari-se a gomsou e quemerer ur recreation honest hac amiabl var an occasionou friol ha plesantus pere a ro an dud dre o imperfectionou : neuse ervat eo ret hepquen lacat evez na dremennet eus ar farçou honest ha joaïus-se d’ar goaperez. Ar goaperez a laca da c’hoarsin dre zisprijanç ; mæs ar farçou honest ha joaïus a laca da choarsln dre ul liberte simpl, dre ur fizianç hac ur familiarite franc assambles gant ar gentilis eus a ur guer plesant bennâc. Sant Lois, pa falle d’ar Religiuset coms dezàn eus a un dra vras ha serius bennâc goude ar repas, a lavare dezo : ne de quet hemâ eo ar pouent, emezan, da goms eus an seurt traou-se, mæs hepquen d’en em recrei o coms eus a un dra bennâc hac a ve plesant ha joaus ; lavaret eta peb-unan ar pez a garo evit divertissa ar gompagnunez e peb honestis. Quemense a lavare o favorisa an Noblanç a yoa endro dezàn evit receo ur cherissamant bennâc digant e Vajeste. Hoguen, Philotee, tremenomp an amser dre recreation en hevelep-fæçon, ma conservimp an eternite eürus dre zevotion.