Mont d’an endalc’had

Eil quevren - Ar c’huec’hvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 93-94)





AR C’HEC’HVET CHABISTR.
Var an affectionou ha resolutionou, pehini eo an drede quevren eus ar Meditation.


AR Meditation a zigaç mouvamanchou ha santimanchou mad en hor volontez, evel ma zeo carantez Doue ha carantez an Nessa, an desir d’ar Barados ha d’ar C’hloar, ar c’houant bras da gontribui e silvidiguez an eneou, an imitation eus a vuez hor Salver, ar gompassion, an admiration, ar rejouissanç, an doujanç rac droulanç Doue, rac ar Varn hac an Ifern : ar gassouni ouz ar pec’het; ar fizianç er vadelez hac en drugarez a Zoue ; ar vez hac ar gonfusion o consideri ar goual vuez hon eus cunduet. Hac e tle hor speret en em arreti en affectionou-mâ muia ma vezo possibl.

Ne rancac’h quet cousgoude, Philotee, en em arreti quement en affectionou general-se na zeuac’h d’o c’honvertissa e resolutionou particulier evit en em gourrija hac en em amanti. Dre exempl, ar guenta coms a lavaras hor Salver var ac Groas a broduo suraoualc’h un affection vad en hoc’h ene d’e imita, da c’houzout eo an desir da bardoni d’hoc’h adversourien ha d’o c’haret. Hoguen me lavar bremâ penaus eo nebeut quemense, ma na ajoutit var an desir-se ur resolution particulier er fæçon-mâ. Hebien eta n’en em choquin mui evit ar c’homsou dipitus-se a lavaro hen-a-hen var va foues, n’en em fourmalisin mui evit an disprijanç-se a raï hen-a-hen achanon, er c’hontrol me a lavaro hac a raio an drama’n-dra evit e c’hounit hac e appesi, hac evelse evit an nemorant-all. Dre ar voyen-mâ, Philotee, e courrigeot ho fautou e ber amser, eleac’h mar en em gontantit gant an desirou hac an affectionou hepquen, n’er greot nemet dre un hir amser ha dre gals a boan.