Pedervet quevren - An trede Chabistr

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 367-371)





AN TREDE CHABISTR.

Var an natur eus an dentation, ha var an diffaranç a so etre santout an dentation ha consanti dezi.


EN em imaginit, Philotee, ur Brinces yaouanc pehini a so caret-bras gant he fried, ha penaus un den mechant bannâc evit e debochi da derri ha da souilla he friedelez, a zigaç betec enni ur messager iffam bennâc eus a amourousdet evit conferi ha treti ganti var e zessein maleürus. Da guenta e propos ar messager-se d’ar Brinces-mâ intantion e Vestr ; d’an eil e quef ar Brinces agreabl pe zisagreabl ar proposition hac ar guemennadurez ; d’an trede e teu da gonsanti pe da revusi : toudememes Satan, ar bed hac ar c’hic, o velet un ene, pried da Vap Doue, a zigaç dezi tentationou ha suggestionou dre bere da guenta e vez proposet ar pechet dezi ; d’an eil e teu-hi var gue-mense d’en em bligeout pe en em zispligeout ; d’an trede erfin e teu da gonsanti pe da revusi : ar re-mâ eo an teir fasen da zisquen er pec’het, da c’houzout eo, an dentation, ar blijadur hac ar gonsantamant ; ha peguement bennâc na ve quet anavezet quer sclear an teir action-mâ e pep seurt pec’hejou-all, o anavezer cousgoude patant aoualc’h er pec’hejou bras hac enorm.

Pa bate an dentarion queit hac hor buez, pe a bec’het bennâc e c’halle beza, ne ouffe quet hon renta disagreabl d’ar Vajeste divin, gant na bligeo quet deomp, ha na gonsantimp quet dezi. Ar ræson a guemense eo abalamour en dentation ne de quer agissa eo a reomp, souffr ha patissa eo ; ha pa na quemeromp quet a plijadur enni, ne ellomp caout ive nep seurt pec’het enni Sant Paul a souffras pell-amser an dentationou eus ar c’hic, hac eleac’h beza disagreabl da Zoue, gant an dentationou-se, oa er c’hontrol glorifiet bras Doue dreizo. Ar plac’h eürus Angela eus a Foligny a snte tentationou quer cruel eus ar c’hic ma zoa un truez e c’hlevet oc’h o recita. Sant Frances ha Sant Beneat o devoue ive tentationou bras meurbet a enep ar burete, pa en em strincas unan anezo etouez ar spern, hac un all e creis an erc’h evit mouga an dentationou-se, ha cousgoude ne golfont netra eus a c’hras Doue evit quemense tout, erc’hontrol e augmanti a gals oue a refont.

Ret eo eta beza courachus bras, Philotee, emesq an dentationou hep cridi jamæs e veac’h trec’het ganto endra zisplichint deoc’h, hac o lacat evez ouz an diffaranç a so etre o santout ha consanti dezo ; rac o santout a ellomp, peguement bennâc ma tisplichent deomp, mæs ne ellomp quet consanti ganto nemet plijout a raent deomp ; pa servich ordinal ar blijadur da basen evit disquen er gonsantamant. Presantent adversourien hor silvidiguez eta quement hac a garrint a dentationou hac a sollicitationou deomp, choument ato ec’hars dor hor c’halon da c’hedal antren, greant quement hac a garrint a bropositionou deomp, mæs en-dra vezzimp er resolution da viret n’en em blichimp en traou-se oll, ne de quet possibl e c’hoffansemp Doue, nac en deffe leac’h da facha ouzomp, quen nebeut ha ma en deffe leac’h ar Prinç, pried ar Brinces pehini am eus represantet, da facha outi evit ar guemennadurez hac ar broposition a so grêt dezi, ma ne deveus quemeret plijadur ebet en dra-se. An diffaranç-mâ cousgoude a so etre an ene hac ar Brinces-se evit ar sujet-mâ, da c’houzout e penaus ar Brinces goude beza clevet ar broposition dishonest-se, a ell, mar car, chasseal ar messager hep e glevet mui ; mæs ne d’ema quet ato e gallout an ene miret na sante an dentation, pe-guement bennâc ma ve ato en e gallout miret na gonsante ganti ; ha rac-se peguement bennâc ma pate ha ma choume pell an dentation, ne ell quet noasout deomp endra ma tisplich deomp.

Mæs evit ar blijadur pe gant hini e c’hell beza heuliet an dentation, ec’his ma hon eus diou guevren en hon ene, ar guevren isel hac ar guevren huel, ha na vez quet heuliet ato ar guevren huel gant ar guevren isel, pehini a ra e affer a part, e c’herru aviziou ma en em blich ar guevren isel en dentation hep ar gonsantamant eus ar guevren huel ha memes en despet dezi. Hennez eo an disput hac ar bresel pe veus a hini e coms Sant Paul, pa Iavar penaus e c’hoantea e guic ar pez na falle quet d’e speret, ha penaus e sante ul lesen en e vemprou control d’al lesen eus e speret, hac an seurt traou-se.

Ha c’hui hoc’h eus guelet biscoaz, Philotee, ur regueden-dan goloet a ludu ? Pa zeuer da ben dec pe zaouzec heur goude da glasq tan ebarz, ne gafer nemet un nebeudic e creis an hoalet, ha c’hoaz e vez poan oc’h e gaout, edo eno cousgoude pa gafer anezàn, ha gantâ e c’haller elumi adarre ar glaou-all oll pere a yoa maro dija. Ar memes tra a c’hoare evit carantez Doue pe ar stad a c’hraç pehini e hor buez spirituel etouez an dentationou bras ha violant ; rac an dentation o strinca e flijadur er guevren isel, a seblant golo tout hon ene a ludu hac a zigaç carantez Doue da ur poentic bian ; rac ne apparis mui e nep leac’h nemet e creis ar galon, er gouelet-gouelet eus ar speret, ha c’hoaz e seblant ne ve quet eno, hac e vez poan oc’h e c’haout. Ema eno cousgoude e guirionez, pa ze guir penaus, peguement bennâc ma vez peb-tra e troublien en hon ene hac en hor c’horf, hon eus cousgoude ar resolution na gonsantimp quet d’ar pec’het na d’an dentation, hac e tisplich ar blijadur d’ar guevren huel achanomp, eviti da blijout d’ar guevren isel ; ha peguement bennâc ma ve ar blijadur-se tro-var-dro d’hor volontez, ne dema quet enni cousgoude : ar pez a zisquez ervat penaus ne de quet volontier ar blijadur-se, ha pa na de quet volontier, ne ell quet beza pec’het.