Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/476

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
464
Introduction





AN TRIVEC’HVET CHABISTR.

Eleac’h ma roer tri Avis, pere eo ar re ziveza hac ar re principala evit an Introduction-mâ.


GRit aro en diziou quenta eus a bep mis ar brotestation pehini a so er guentâ Quevren eus al Lêvr-mâ goude ar veditation, ha protestit peb moment penaus e fell deoc’h e observi, en ur lavaret gant David : Non, birviquen jamæs ne ancounec’hain ho courc’hemennou just ha santel, va Doue ; rac oc’h o miret eo em eus recevet digueneoc’h ar vuez. Ha pa santot ur genchamant bennâc ouz vouaz en hoc’h ene, quemerit ho protestation en ho tourn, ha prosternet gant ur speret a humilite prononcit-hi a greis ho calon, hac e queffot ur soulajamant vras en dra-se.

Disquezit franchamant penaus e fell deoc’h beza devot, ne lavaràn quet, disquez ez ouc’h devot, mæs disquezit e fell deoc’h beza ; ha n’ho pet quet a vez oc’h ober an actionou commun ha requis, pere hor c’hundu da garantez Doue : avouit hardimant penaus e c’hessait ober meditation, penaus e ve guell gueneoc’h mervel eguet pec’hi marvelamant : penaus e fell deoc’h frecanti ar Sacramanchou hac heuly avisou ho Tirecteur (pegue-