Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/475

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
463
d’ar Vuez Devot.

e garg. Grit eta hardimant an exerciçou-mâ hervez ma em eus-ii merquet deoc’h, ha Doue a roï deoc’h aoualc’h a spaç hac a nerz da ober an nemorant-all eus hoc’h afferou, ya pa dleffe arreti an Heaul, evel ma er gu’eureu en amser Josue. Aoualc’h a reomp ato, pa labour Doue gueneomp.

Ar bed a lavaro c’hoaz e supposàn casi partout el Lêvr-mâ penaus en deveus va Philotee an donæson eus an oræson mental, ha penaus cousgoude n’en deveus quet peb-unan an donæson-se, hac evelse ne servicho quet an Introduction-mâ d’an oll, emevezo-èn. Guir eo certen em eus supposet an dra-se, hac ez e guir c’hoaz penaus n’en deveus quet peb-unan an donæson eus an oræson mental : hoguen guir eo ive penaus ec’hell casi peb-unan e gaout, memes ar re inoranta, nemet o devezo un Directeur mad, hac e lacaint o foan d’e acquisita, quement ha ma verit. Ha mar caffet hiniennou ha n’o deffe quet an donæson-se da allout ober oræson mental en ur fæçon bennâc, evinto da lacat o foan da glasq e gaout (ar pez ne gredan quet, e c’halle choarvout nemeur) un Directeur mad a raï dezo eas aoualc’h supplei an deffaut-se dre an attantion pehini a zesco dezo da gaout pe o lenn pe o clevet lenn ar mernes considerationou pere a so lequeat er meditationou.