Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/474

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
462
Introduction

da netra-all nep piou bennâc a falvezo dezàn o observi. Allas, va Philotee ! pa na raemp netra-all, e raemp aoualc’h ive, o veza ma raemp ar pez a dleffemp da ober er bed-mâ : mæs ha c’hui na velit quet ar finessa eus an difficulte-se ? ma ranquet ober an exerciçou-mâ bemdez, e vemp evit guir occupet ganto tourafæt, hoguen ne d’e quet requis o graemp nemet e leac’h hac en amser peb hini anezo hervez ma en em rancontr an occasion. A bet Lesen civil a so pere a dle beza observet ; mæs an dra-se a ententer diouz ma en em rancontr an occasion ha non pas ma ranquet o observi oll bemdez. Er fin oll ar Roue David carguet eus a afferou ar re zificila a bratique c’hoaz mui a exerciçou cals, eguet am eus merquet-deoc’h el Lêvr-mâ. Sant Lois pehini a yoa ur Roue admirabl, quen evit ar brezel quen evit ar peoc’h, ha pehini en devoa ur sourci extraordinal da renta Justiç ha da entent ouz an afferou, a gleve cousgoude bemdez diou Oferen, a lavare Gousperou ha Complijou gant e Chapalen, a rea e veditation, a visite an Hospitaliou bep Guener, a yea da Gofes, a guemere an disciplin, a frecante ar Bredicationou, a rea lies a veich Conferançou spirituel, ha gant quemense tout ne golle quet un occasion hepquen da brocuri ha da executi gant dilijanç ar mad public exterieur, ha da entent ouz an afferou eus